rak an AOTROU a welas e oa c'hwerv-kenañ glac'har Israel, ha ne vane den ken eus ar re a oa hualet nag eus ar re a oa frank, ha ne oa dieuber ebet evit Israel.
Met roue Asiria a zizoloas un irienn a-berzh Ozea. Rak kaset en doa kannaded etrezek So roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue Asiria an truaj a bep bloaz. Roue Asiria a bakas anezhañ, hag en ereas en un toull-bac'h.
Doue Israel a atizas spered Pul roue Asiria ha spered Tilgad-Pilnezer roue Asiria, a harluas ar Rubeniz hag ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase, hag e kasas anezho da Galak, da Gabor, da Hara, betek stêr Gozan, hag e chomjont eno betek hiziv.
ar re a ya en hent da ziskenn en Ejipt hep bezañ goulennet digant va genoù, evit klask goudor didan galloud Faraon, hag evit kavout repu e skeud an Ejipt.
hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.
Ur gopr a vez roet d'an holl c'histi, met te ac'h eus roet profoù da'z holl amourouzien; graet ec'h eus roioù dezho, evit ma teujent a bep tu da'z kavout evit da c'hastaouerezh.
setu, ma a zastumo da holl amourouzien, ma'c'h eus kavet plijadur ganto, an holl re ac'h eus karet hag an holl re ac'h eus kasaet, me a zastumo anezho a-enep dit a bep tu, hag e tizoloin da noazhder dirazo, hag e welint da noazhder.
Evel ma vez dastumet arc'hant, arem, houarn, plom ha staen en teuzlestr, ha ma vez c'hwezhet an tan a-raok o zeuziñ, evel-se e tastumin ac'hanoc'h em c'hounnar hag em fulor, hag e lakain ac'hanoc'h eno d'ho teuziñ.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e lakaan da zont eus an hanternoz Nebukadnezar roue Babilon, roue ar rouaned, gant kezeg, kirri, marc'hegerien, hag un niver bras a dud.
Efraim a beur avel hag a red war-lerc'h avel ar sav-heol. Bemdez e lieskement ar gaou hag an taerder. Ober a ra emglev gant Asiria, hag e kas eoul d'an Ejipt.