Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 7:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 O c'hastizet em eus, nerzhet em eus o brec'h, met soñjoù fall a reont a-enep din.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 7:15
18 Iomraidhean Croise  

Met an AOTROU a reas trugarez dezho hag en doe truez outo, hag en em droas etrezek enno, abalamour d'e emglev gant Abraham, Izaak ha Jakob. Ne fellas ket dezhañ o distrujañ, ha, betek bremañ n'en deus ket o zaolet kuit a-zirak e zremm.


An AOTROU a roas eta un dieuber da Israel, hag en em dennjont eus mestroniezh ar Siriz. Ha mibien Israel a chomas en o zeltennoù evel diagent.


Setu, eürus an den kastizet gant Doue! Na zispriz ket kastiz an Holl-C'halloudeg.


AOTROU, va dieub diouzh an hini drouk, ha va mir diouzh an hini taer,


Perak ez eus ar grozmol-se e-touez ar broadoù, ha perak o deus ar pobloù divizet traoù ven?


Eñ hepken eo va roc'h, va dieubidigezh, va repu uhel. Ne vin ket kalz brañsellet.


Eürus eo an den a gastizez, o AOTROU, an hini a zeskez dre da lezenn,


Va mab, na zispriz ket kastiz an AOTROU, ha na goll ket kalon pa rebech ac'hanout,


Ar galon a zo touellus dreist pep tra, ha fall disfizius. Piv hec'h anavezo?


Kollet out, Israel, en ur vezañ a-enep din, a-enep an hini a zo da sikour.


Petra a c'hellfec'h ijinañ a-enep an AOTROU? Eñ eo an hini a gas da get; an estrenvan ne savo ket div wech.


te eo en deus lavaret dre c’henoù da servijer David: Perak ar grozmol-se e-touez ar broadoù hag ar soñjoù ven-se e-touez ar pobloù?


rak, goude bezañ anavezet Doue, n’o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n’o deus ket e drugarekaet, met deuet int d’en em goll en o arguzennoù hag o c’halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn.


evit distrujañ an arguzennoù ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep soñj dalc’het da sentidigezh ouzh Krist,


hag ankounac’haet hoc’h eus an ali roet deoc’h evel da vibien: Va mab, na zispriz ket kastiz an Aotrou ha na goll ket kalon pa rebech ac’hanout,


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan