Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 7:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ne griont ket a galon etrezek ennon pa hirvoudont war o gweleoù. En em vodañ a reont evit gwinizh ha gwin, hag e tistroomp diouzhin.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 7:14
23 Iomraidhean Croise  

Sevel a rejont eta abred an deiz war-lerc'h hag e kinnigjont loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù. Ar bobl a azezas da zebriñ ha da evañ, ha goude e savjont da laouenaat.


Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,


Ha bremañ petra am eus d'ober amañ, eme an AOTROU, pa'z eo bet tapet kuit va fobl evit netra? Ar re a ren warno a laosk kriadennoù, eme an AOTROU, ha va anv a zo dismegañset dibaouez, bemdez.


va servijerien a gano gant levenez en o c'halon ha c'hwi a huanado gant glac'har en ho kalon hag e yudot gant poanioù en ho spered.


O flantet ec'h eus hag o deus gwriziennet, mont a reont war-raok hag e reont frouezh. Tost out d'o genoù met pell diouzh o c'halon.


Hag en desped da gement-se holl, Juda he c'hoar c'hanas n'eo ket distroet ouzhin a-greiz he c'halon, met gant touell, eme an AOTROU.


O c'halon he deus garmet etrezek an Aotrou. Moger merc'h Sion, skuilh daeroù evel ur froud deiz ha noz. Na ro ket ehan dit, ha ra ne ziskuizho ket da ibil-lagad.


Samaria a vo kastizet, rak disent eo bet ouzh he Doue, kouezhañ a raint dre ar c'hleze, o bugaligoù a vo flastret, kof o dougerezed a vo faoutet.


O gwalc'h o deus bet en o feurvanoù, o gwalc'h o deus bet hag o c'halon a zo savet. Neuze o deus va ankounac'haet.


Kollet out, Israel, en ur vezañ a-enep din, a-enep an hini a zo da sikour.


Hag an AOTROU a lavaras din: Kae c'hoazh, kar ur vaouez karet gant ur mignon hag avoultrerez, evel ma kar an AOTROU mibien Israel, a dro etrezek doueoù all hag a gar gwestell rezin.


Krial a raint etrezek ennon: Va Doue, da anavezet hon eus, ni Israel.


En em astenn a reont e-kichen pep aoter, war zilhad kemeret e kred, hag ec'h evont e ti o doueoù gwin ar re gondaonet.


En deiz-se kanaouennoù ar palez a vo klemmvanoù, eme an Aotrou AOTROU. E pep lec'h e vo kalz a gorfoù marv a vo taolet didrouz.


Mar red un den war-lerc'h an avel, ha mar lavar gevier o lavarout: War ar gwin ha war an evajoù kreñv e roin dit ur brofediezh, hennezh a vo ur profed evit ar bobl-mañ.


Komz ouzh holl bobl ar vro hag ouzh an aberzhourien, ha lavar: Pa hoc'h eus yunet ha gouelet d'ar pempvet ha d'ar seizhvet miz, kement-se abaoe dek vloaz ha tri-ugent, hag-eñ eo evidon hoc'h eus yunet?


Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c’hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.


O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.


Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c’houlennit fall, evit dic’hoantañ ho kwallyouloù.


Bremañ c’hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d’ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc’h.


Mont a rejont war ar maez da vendemiñ o gwini, da jaodriñ ha d'ober chervad. Neuze ez ejont da di o doue da zebriñ ha da evañ, hag e villigjont Abimelek.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan