Gwalleur d'ar vibien disent, eme an AOTROU, ar re a gemer kuzul met n'eo ket diganin, ar re a ra emglevioù met n'eo ket gant va Spered, evit daspugn pec'hed war bec'hed,
ar re a ya en hent da ziskenn en Ejipt hep bezañ goulennet digant va genoù, evit klask goudor didan galloud Faraon, hag evit kavout repu e skeud an Ejipt.
Gwalleur d'ar re a ziskenn en Ejipt da glask sikour, d'ar re en em harp war gezeg, d'ar re a laka o fiziañs er c'hirri dre ma'z int kalz, hag er varc'hegerien dre ma'z int nerzhus, d'ar re na sellont ket ouzh Sant Israel ha na glaskont ket an AOTROU.
Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na'z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c'halvet em eus dre da anv, din-me out.
Evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar bobl-mañ: Karout a reont mont amañ hag ahont, ne harzont ket ouzh o zreid, hag an AOTROU n'en em blij ket ganto, soñj en deus bremañ eus o direizhder hag e kastiz o fec'hedoù.
Rak en em douellet hoc'h eus hoc'h-unan pa hoc'h eus va c'haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklêr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.
Louzaouet hon eus Babilon ha n'eo ket pareet. Lezit hi, ha deomp pep hini d'e vro, rak he barnedigezh a dizh betek an neñvoù hag a sav betek ar goabrennoù.
Petra a fell deoc'h lavarout pa zistagit ar c'hrennlavar-mañ diwar-benn bro Israel: An tadoù o deus debret rezin trenk, ha dent ar vibien a zo tozonet?
Va deñved a zo bet o kantreal war an holl venezioù ha war an holl grec'hioù, va deñved a zo bet stlabezet war holl c'horre an douar, ha n'eus bet den o klask pe o kerc'hat anezho.
Pa felle din yac'haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez.
An dud-se a voe leuniet eus un aon bras, hag e lavarjont dezhañ: Perak ec'h eus graet kement-se? Rak an dud-se a ouie e tec'he pell diouzh dremm an AOTROU, dre m'en doa en disklêriet dezho.
Met Jonaz a savas evit tec'hout da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU. Diskenn a reas da Jafo, hag e kavas ul lestr a yae da Darsiz. Paeañ a reas e dreizh, hag ez eas enni evit mont ganto da Darsiz, pell diouzh dremm an AOTROU.
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!
Me a welas hag a glevas un ael a nije dre greiz an neñv, o lavarout gant ur vouezh kreñv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d’an dud a chom war an douar, abalamour da son trompilhoù an tri ael a dle c’hoazh seniñ!