Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 6:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Met evel Adam o deus torret va emglev, eno ez int bet difeal em c'heñver.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 6:7
18 Iomraidhean Croise  

An AOTROU Doue a lavaras: Piv en deus lavaret dit e oas en noazh? Ha debret ec'h eus diouzh ar wezenn em boa urzhiet dit na zebrjes ket?


Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.


Disprizet o doa e reolennoù, hag e emglev en doa graet gant o zadoù, hag e destenioù en doa douget en o enep. Aet e oant war-lerc'h traoù a netra, o tont da vezañ netra o-unan, ha war-lerc'h ar broadoù a oa en-dro dezho, petra bennak m'en doa difennet an AOTROU dezho ober evelto.


mar em eus goloet, evel Adam, va fec'hedoù, mar em eus kuzhet em bruched va direizhder,


Eus penn pellañ an douar hon eus klevet kanañ: Enor d'an Hini reizh! Met lavaret em eus: Kollet on! Kollet on! Gwalleur din! Ar c'hanazed a ra taolioù-ganas, ar c'hanazed a ra taolioù-ganas e-leizh!


An douar a zo saotret gant e annezerien, rak torret o deus al lezennoù, cheñchet o deus ar reolennoù, disc'hraet o deus an emglev peurbadus.


Ne'c'h eus ket klevet, ne'c'h eus ket anavezet, n'eo ket bet digoret a-raok da skouarn, rak gouzout a raen na vankfes ket da vezañ disleal: Anvet out bet disent abaoe ar c'hof.


Hag e lavaren: Goude bezañ graet an holl draoù-se, e tistroio da'm c'havout. Met n'eo ket distroet, hag he c'hoar Juda ar c'hanazez a welas kement-se.


nann evel an emglev am eus diazezet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt, an emglev o deus torret, petra bennak ma oan bet ur pried evito, eme an AOTROU.


Hag e roin an dud o deus torret va emglev ha n'o deus ket sevenet komzoù an emglev o doa lavaret dirazon, p'o deus tremenet etre an daou hanter eus al leue o doa troc'het,


Rak ti Israel ha ti Juda a zo en em renet evel trubarded em c'heñver, eme an AOTROU.


Da chomlec'h a zo e-kreiz an touellerezh, dre o zouellerezh eo e nac'hont va anavezout, eme an AOTROU.


Bet int fall e-keñver an AOTROU, rak ganet o deus mibien diavaeziek. Bremañ al loar nevez o lonko gant o madoù.


Kemer ar shofar! Dont a ra evel un erer war di an AOTROU, rak o deus torret va emglev hag o deus pec'het a-enep va lezenn.


Koulskoude ar marv en deus renet adalek Adam betek Moizez, zoken war ar re n’o doa ket pec’het dre un disentidigezh heñvel ouzh hini Adam, eñ a oa skeudenn an hini a dlee dont.


Dre ma renin anezho er vro am eus touet d'o zadoù, ur vro a zever gant laezh ha mel, hag e tebrint hag o devo o gwalc'h hag e vint lart. Neuze en em zistroint war-zu doueoù all, hag e servijint anezho, hag e tisprizint ac'hanon, hag e torrint va emglev.


nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n’o deus ket kendalc’het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan