Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 6:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Setu perak em eus o skoet dre ar brofeded, o lazhet dre c'herioù va genoù, va barnedigezhioù a lugerno warno evel ar gouloù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 6:5
35 Iomraidhean Croise  

Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?


Kerkent ha ma klevas Akija trouz he zreid, evel ma'z ae dre an nor, e lavaras: Deus-tre, gwreg Jeroboam! Perak e rez van da vezañ unan all? Traoù diaes on karget da lavarout dit.


Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.


Kerkent ha ma welas Akab Elia, Akab a lavaras: Ha te eo, trubuilher Israel?


Hag an neb a dec'ho dirak kleze Hazael a vo lakaet d'ar marv gant Jehu; hag an neb a dec'ho dirak kleze Jehu a vo lakaet d'ar marv gant Elizea.


Hag e lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Peogwir ec'h eus kaset kannaded da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evel na vije Doue ebet en Israel evit goulenn digant e gomz, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.


Neuze e voe degaset ur skrid dezhañ a-berzh ar profed Elia, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Dre ma ne'c'h eus ket kerzhet war hent Jozafad da dad, na war hent Asa roue Juda,


Ne c'hello ket tec'hout diouzh an deñvalijenn, ar flammenn a zisec'ho e vroustennoù, mont a raio kuit gant c'hwezh e c'henoù.


Setu perak, c'hwi hag hoc'h eus skiant, selaouit ouzhin: Pell diouzh Doue an drougiezh! Pell diouzh an Holl-C'halloudeg an direizhder!


Va c'hig a gren gant an aon am eus razout, hag e toujan da varnedigezhioù.


Lakaat a raio da reizhder da zont war wel evel ar sklêrijenn, ha da wir evel kreiz an deiz.


Met ar beorien a varno gant reizhder, hag e roio e soñj diwar-benn ezhommeien an douar gant eeunder; skeiñ a raio ouzh an douar gant gwialenn e c'henoù, hag e lakaio d'ar marv an den fall gant c'hwezh e vuzelloù.


Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù.


Sell, lakaet em eus ac'hanout hiziv war ar broadoù ha war ar rouantelezhioù, evit diframmañ ha diskar, evit distrujañ ha glac'hariñ, evit sevel ha plantañ.


Rak setu, e lakaan ac'hanout hiziv evel ur gêr greñv, evel ur peul houarn, evel ur voger arem, a-enep an holl vro, a-enep rouaned Juda, a-enep e bennoù, a-enep e aberzhourien, a-enep pobl ar vro.


Neuze e lavari dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da leuniañ a vezventi holl dud ar vro-mañ, ar rouaned a zo azezet war dron David, an aberzhourien, ar brofeded hag holl dud Jeruzalem.


Ha n'eo ket va c'homz evel un tan, eme an AOTROU, evel ur morzhol a dorr ar roc'h?


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù: Peogwir hoc'h eus disklêriet ar gomz-mañ, e lakain va c'homzoù da vezañ un tan ez kenoù, hag ar bobl-mañ da vezañ koad a vo pulluc'het gantañ.


Setu perak e profedi a-enep dezho, ya profediñ a ri mab an den.


Lakaet em eus da dal heñvel ouzh diamant, kaletoc'h eget ar roc'h. Na'z pez ket aon dirazo, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.


Mab an den, hirvoud diwar-benn engroez an Ejipt, ha taol anezhañ d'an traoñ, hi ha merc'hed ar broadoù galloudus, da zonderioù an douar, gant ar re a ziskenn d'ar poull.


Ar weledigezh am boa neuze a oa heñvel ouzh ar weledigezh am boa bet pa oan deuet da zistrujañ ar gêr. Hag ar gweledigezhioù-se am boa bet, a oa evel ar weledigezh am boa bet tost da stêr Kebar.


An AOTROU a zo reizh en he c'hreiz, ne ra ket a zireizhder. Bep mintin e laka e varnedigezhioù er sklêrijenn, ha ne vank ket d'henn ober, met an den direizh n'anavez ket ar vezh.


Pa welas Moizez anezhañ, e voe souezhet eus an emziskouezidigezh hag, evel ma tostae evit sellout outi, mouezh an Aotrou a zeuas dezhañ:


Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,


kemerit ivez tog-houarn ar silvidigezh ha kleze ar Spered, da lavarout eo ger Doue,


Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc’h eget kleze a zaou droc’h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.


En e zorn dehou en doa seizh steredenn. Eus e c’henoù e teue ur c’hleze lemm a zaou droc’h hag e zremm a lugerne evel an heol en e nerzh.


Az pez eta keuz, anez e teuin prest da’z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù.


Hag e voe diereet ar pevar ael a oa prest evit an eur, an deiz, ar miz hag ar bloaz, da lazhañ an deirvet lodenn eus an dud.


N’o doe ket keuz eus o muntroù, nag eus o sorserezhioù, nag eus o hudurnez, nag eus o laeroñsioù.


Neuze Samuel a lavaras da Saül: Graet ec'h eus follentez, ne'c'h eus ket miret ar gourc'hemenn en deus roet dit an AOTROU da Zoue. Rak an AOTROU en dije bremañ startaet da ren war Israel da viken.


Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.


Ha Samuel a lavaras: Degasit din Agag roue Amalek. Hag Agag a zeuas davetañ o kaout doare da vezañ laouen, dre ma lavare: A-dra-sur c'hwervoni ar marv a zo aet kuit.


Samuel a lavaras: Evel m'en deus da gleze dirannet gwragez eus o bugale, evel-se da vamm, e-touez ar gwragez, a vo dirannet eus ur mab. Ha Samuel a lakaas Agag a-dammoù dirak an AOTROU e Gilgal.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan