Te eta, va servijer Jakob, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, na spont ket, Israel! Rak setu, e tieubin ac'hanout eus an douar pell, ha da lignez eus bro an harlu. Hag e tistroio Jakob, hag e vo sioul hag e peoc'h, ha ne vo den da spontañ anezhañ.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Merc'h Babilon a zo evel ul leur en amzer ma vez mac'het, c'hoazh un nebeudig hag e teuio amzer hec'h eost.
Hag e vo an aodoù-mañ evit nemorant ti Juda, eno e peurint. D'an abardaez e tiskuizhint e tiez Askelon, rak an AOTROU o Doue o gweladenno hag a zegaso en-dro o sklaved.
Un ael all a yeas kuit eus an templ, o krial gant ur vouezh kreñv d’an hini a oa azezet war ar goabrenn: Taol da falc’h ha med, an amzer da vediñ a zo deuet evidout rak eost an douar a zo darev.