Kement-se a c'hoarvezas dre m'o doa pec'het mibien Israel a-enep an AOTROU o Doue, en doa lakaet anezho da bignat eus bro Ejipt, a-zindan dorn Faraon roue an Ejipt, ha dre m'o doa azeulet doueoù all.
Met e profeded Jeruzalem em eus gwelet traoù euzhus, avoultriñ a reont hag e kerzhont er gaou. Kennerzhañ a reont daouarn ar re fall, evit na zistroio hini ebet eus e zrougiezh. Evidon ez int holl evel Sodom, ha tud kêr evel Gomora.
An AOTROU a lavaras din en deizioù ar roue Jozia: Ha gwelet ec'h eus ar pezh he deus graet Israel an adfeilherez? Aet eo war bep menez uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas d'en em reiñ d'ar gasterezh.