Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 5:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Hag ez in kuit, hag e tistroin da'm lec'h, betek ma'c'h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac'hanon gant pres.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 5:15
51 Iomraidhean Croise  

Hag e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez kablus omp e-keñver hor breur, rak gwelet hon eus enkrez e ene pa c'houlenne ouzhimp trugarez ha n'hon eus ket e selaouet. Setu perak an enkrez-mañ a zo en em gavet ganeomp.


mar en em izela va fobl, a zo galvet va anv warni, mar pedont ha mar klaskont va dremm, mar distroont eus o hentoù fall, me a selaouo anezho eus an neñvoù, hag e pardonin o fec'hedoù, hag e yac'hain o bro.


Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal,


Neuze o deus kriet d'an AOTROU en o glac'har, hag eñ en deus o dieubet eus o enkrezioù.


Neuze o deus kriet d'an AOTROU en o estrenvan, hag eñ en deus o dieubet eus o enkrez.


Neuze o deus kriet d'an AOTROU en o estrenvan, hag eñ en deus o zennet eus o enkrez.


Neuze o deus kriet d'an AOTROU en o estrenvan, hag o dieubet en deus eus o enkrezioù.


Bez' eo lec'h va diskuizh, da viken. Enni e vin o chom, rak he dibabet em eus.


ha va asped en deiz da estrenvan: me a zieubo ac'hanout ha te a roio gloar din.


Pa lazhe anezho, e c'halvent anezhañ, en em lakaent da glask Doue.


Evel-se red war o lerc'h gant da varr-amzer, spouron int gant da gorventenn,


Me a gar ar re am c'har, hag ar re am c'hlask am c'hav.


Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: En em zerc'hel a rin sioul, hag e sellin diouzh va chomlec'h, evel un tommder skedus er sklerijenn, evel ur goabrenn a c'hlizh e tommder an eost.


AOTROU, en o estrenvan ez ejont da'z kavout, stlabezet o deus o c'hlemmoù pa'z eo bet da gastiz warno.


Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.


Va ene a c'hoanta ac'hanout en noz. Em c'hreizon va spered a glask ac'hanout a-vintin, rak pa vez da varnedigezhioù war an douar, tud ar bed a zesk ar reizhder.


a lavar d'ar c'hoad: Te eo va zad, ha d'ar maen: Va ganet ec'h eus. Troet o deus o c'hein ouzhin ha nann o dremm, hag en amzer o gwalleur e lavaront: Sav ha savete ac'hanomp!


Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.


Distroit, mibien adfeilherien, eme an AOTROU, rak me eo hoc'h ozhac'h. Ho kemer a rin, unan eus ur gêr, daou eus un tiegezh, hag ho tegasin en-dro da Sion.


Klaskomp ha furchomp hon hentoù, ha distroomp d'an AOTROU.


Neuze gloar an AOTROU a savas dreist ar cherubined, etrezek treuzoù an ti; hag an ti a voe leuniet gant ar goabrenn, e-pad ma voe al leurenn leuniet gant sked gloar an AOTROU.


Gloar an AOTROU a savas diwar greiz kêr hag en em zalc'has war ur menez a zo ouzh sav-heol kêr.


Eno ho po soñj eus hoc'h hentoù hag eus hoc'h holl oberoù hoc'h eus en em saotret ganto. Heug ho po ouzhoc'h dirak ho taoulagad hoc'h-unan abalamour d'hoc'h holl fallagriezhoù ho po graet.


Soñj ho po eus hoc'h hentoù fall hag eus hoc'h oberoù ne oant ket mat, hag euzh ho po ouzhoc'h hoc'h-unan en abeg d'ho direizhder ha d'hoc'h euzhusterioù.


Ho re hag a vo en em dennet o devo soñj ac'hanon e-touez ar broadoù ma vint dalc'het enno, dre ma em bo rannet o c'halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc'h o idoloù. Heug o devo outo o-unan en abeg d'an droug o devo graet hag en abeg d'o holl euzhusterioù.


Hag e lavaras din: Mab an den, hag e welez ar pezh a ra an dud-se hag an euzhusterioù bras a ra amañ ti Israel, evit pellaat ac'hanon diouzh va santual? Met tro, hag e weli c'hoazh euzhusterioù brasoc'h.


Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.


Mont a raint gant o deñved hag o ejened da glask an AOTROU, met ne gavint ket anezhañ, en em bellaet eo diouto.


Rak setu ez a an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, diskenn a ra, hag e kerzh war lec'hioù uhel an douar.


Ar bobl a zeuas da gavout Moizez hag a lavaras: Pec'het hon eus rak komzet hon eus a-enep an AOTROU hag a-enep dit. Ped an AOTROU ma pellaio diouzhomp an naered.


Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h.


Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU, rak Jabin en doa nav c'hant karr houarn, hag e heskine mibien Israel garv abaoe ugent vloaz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan