o yudadeg a zo evel hini leoned, yudal a reont evel leoned yaouank, krozal a reont hag e krogont en o freizh, e gas a reont ganto ha n'eus den evit sikour anezhañ.
Distrujañ a rin he gwiniegi hag he gwez-fiez, he deus lavaret diouto: Ar re-se eo va gopr, o deus roet din va amourouzien. Me a droio anezho e koadeg, ha loened ar parkeier o debro.
Ha nemorant Jakob a vo e-kreiz ar broadoù, e-touez pobloù niverus, evel ul leon e-touez loened ar goadeg, evel ul leon yaouank e-touez tropelloù deñved, a vac'h hag a ziframm pa dremen, ha den ne zieub.
da ejen a vo lazhet dirak da zaoulagad ha ne zebri ket dioutañ, da azen a vo laeret dirazout ha ne vo ket rentet dit, da zeñved a vo roet da'z enebourien ha ne vo den ebet da zieubiñ anezho.
Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.