AOTROU, te eo esperañs Israel, an holl re a zilez ac'hanout a vo mezhek. Ar re a zistro diouzhin a vo enskrivet war an douar, dre ma tilezont mammenn an doureier a vuhez, an AOTROU.
Petra bennak m'en deus roet frouezh e-touez e vreudeur, avel ar sav-heol a zeuio, avel an AOTROU o sevel eus ar gouelec'h, hag e tisec'ho e eien hag e kaso da hesk e feunteun. Laeret e vo en teñzor an holl draoù prizius.