Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 4:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Mar gastaouez, Israel, ra ne zeuio ket Juda da vezañ kablus. N'it ket da C'hilgal, na bignit ket da Vetaven, ha na douit ket: An AOTROU a zo bev!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 4:15
28 Iomraidhean Croise  

Rak klask a reas Doue e dad, hag e kerzhas en e c'hourc'hemennoù, ha nann hervez ar pezh a rae Israel.


Ober a reas ivez uhellec'hioù war menezioù Juda, hag e lakaas tud Jeruzalem da c'hastaouiñ, hag e vountas ivez re Juda da gement-se.


Selaouit, ti Jakob, c'hwi hag a zo galvet dre anv Israel, hag a zo deuet eus mammenn Juda, c'hwi hag a dou dre anv an AOTROU, hag a veul Doue Israel, met n'eo ket hervez ar wirionez hag ar reizhder.


setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!


Zoken pa lavaront: Bev eo an AOTROU! e gaou eo e touont.


Ha c'hwi, ti Israel, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kit, servijit pep hini e idoloù! Met goude-se e selaouot, ha ne zisakrot ken anv va santelez dre ho profoù ha dre hoc'h idoloù.


Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoù Betaven. Rak ar bobl a raio kañv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c'hreiz.


Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!


Efraim en deus enkelc'hiet ac'hanon a c'hevier, ha ti Israel a douellerezh. Juda a zo c'hoazh o ren gant Doue hag a zo feal ouzh ar sent.


Komzet em eus dre ar brofeded, liesaet gweledigezhioù ha kinniget parabolennoù dre zorn ar brofeded.


Ma n'eo Galaad nemet direizhder, a-dra-sur e vint kaset da netra. Aberzhet o deus oc'hen e Gilgal, o aoterioù a zo evel bernioù mein war irvi ar parkeier.


Va fobl a c'houlenn kuzul digant he c'hoad, hag he bazh a respont dezhi. Rak ar spered a c'hastaouerezh a goll, hag e c'hastaouont pell diouzh o Doue.


Sonit ar shofar e Gibea, sonit an drompilh e Rama, laoskit kriadennoù e Betaven, emaomp war da lerc'h, Benjamin!


O holl zrougiezh a zo e Gilgal, eno eo em eus kasaet anezho. En abeg da fallentez o oberoù, me o c'haso kuit eus va zi, ne gendalc'hin ken d'o c'harout, o holl bennoù a zo dispac'herien.


Kit da Vetel ha pec'hit, da C'hilgal ha pec'hit muioc'h! Degasit hoc'h aberzhoù adalek ar mintin, ha ho teogoù bep tri deiz!


Na glaskit ket Betel, n'it ket da C'hilgal, na dremenit ket e Beer-Sheba, rak Gilgal a vo harluet ha Betel a vo kaset da netra.


Ha pa eontr unan marv, hag an hini a zle e deviñ, a gemero anezhañ evit dougen e eskern er-maez eus an ti, hag a lavaro d'an hini a zo chomet e traoñ an ti: Hag ez eus c'hoazh unan bennak war da lerc'h? Neuze e responto: N'eus ken! Hag an eontr a lavaro: Chom sioul. N'eo ket ar c'houlz d'ober anv eus an AOTROU.


Ar re a dou dre bec'hed Samaria hag a lavar: Ra vevo da zoue Dan! Ra vevo hent Beer-Sheba! a gouezho ha n'adsavint ken.


n’ho pez lod ebet en oberoù difrouezh an deñvalijenn, met kentoc’h kondaonit anezho.


An AOTROU a lavaras da Jozue: Hiziv em eus ruilhet diwarnoc'h dismegañs an Ejipt. Al lec'h-se a voe galvet Gilgal, a zo e anv betek hiziv.


Jozue a gasas tud eus Jeriko da Ai, e-kichen Betaven, e sav-heol da Vetel, hag a lavaras dezho: Pignit da spiañ ar vro. An dud a bignas hag a spias Ai.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan