Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 4:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ne gastizin ket ho merc'hed dre ma c'hastaouont, nag ho merc'hed-kaer dre ma'z avoultront, rak ar wazed o-unan en em denn gant gisti hag a aberzhont gant ribodezed. Hag ar bobl, diboell, a gouezho.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 4:14
23 Iomraidhean Croise  

Lemel a reas eus ar vro ar baotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh, hag e lamas an holl idoloù o doa graet e dadoù.


Diskar a reas tiez ar baotred en em roe d'ar gasterezh, a oa e ti an AOTROU, e-lec'h ma veze maouezed o wiadiñ teltennoù evit Ashera.


Ar re zrouk ne gomprenont ket ar varnedigezh, met ar re a glask an AOTROU a gompren pep tra.


Perak c'hoazh skeiñ ganeoc'h pa gendalc'hit hoc'h emsavadeg? Ar penn holl a zo klañv, ar galon holl a zo diyac'h.


Pa vez sec'h ar skourroù, e vint torret, hag ar merc'hed a zeuio da enaouiñ un tan. Ar bobl-mañ n'he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c'hrouet n'en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.


Chas lontek ez int, ne c'hellont ket bezañ leuniet, mesaerien n'ouzont ket kompren, heuliañ a reont holl o hent o-unan, troet pep hini etrezek e c'hounid, betek an hini diwezhañ,


Meur a hini a vo glanaet, gwennaet hag amprouet. Ar re zrouk a oberio gant drougiezh, ha den drouk ebet ne gompreno, met ar re fur a gompreno.


Piv a zo fur? Ra gompreno an traoù-mañ! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoù an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.


Selaouit komz an AOTROU, mibien Israel! Rak an AOTROU en deus ur rendael gant tud ar vro, rak n'eus na gwirionez, na truez, nag anaoudegezh Doue er vro.


Efraim a zo en em roet d'an idoloù, dilez eñ!


O oberoù n'o lezo ket da zistreiñ d'o Doue, rak ar spered a c'hastaouerezh a zo en o zouez, ha n'anavezont ket an AOTROU.


Plijout a ra dezho gwelout war benn an ezhommeg poultr an douar, hag e kweont gwir an ezhommeg. Un den hag e dad a ya da gavout an hevelep plac'h evit disakrañ va anv santel.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kêr, da vibien ha da verc'hed a gouezho dre ar c'hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic'hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.


Israel en em stagas ouzh Baal-Peor, ha fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel.


Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour na c’hellit ket selaou va ger.


n’eus den hag en deus skiant, n’eus den hag a glask Doue,


Ha n’ouzoc’h ket penaos an hini en em unan gant ur c’hast a zo un hevelep korf ganti? Rak lavaret eo: An daou a zeuio da vezañ ur c’hig hepken.


Teñvalaet o deus o skiant, o vezañ pellaet diouzh buhez Doue abalamour d’an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c’halon,


Ne vo gast ebet e-touez merc'hed Israel, ha ne vo pitaouer ebet e-touez mibien Israel.


Met mar d-oc’h hep bezañ kastizet eus ar c’hastiz o deus an holl lod ennañ, oc’h eta bugale vastard ha nann mibien.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan