Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 4:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Aberzhiñ a reont war-lein ar menezioù, hag e lakaont da vogediñ war ar c'hrec'hiennoù, dindan an derv, an efl, an tourmantin, rak o skeud a zo plijus. Setu perak ho merc'hed a c'hastaouo, hag ho merc'hed-kaer a raio avoultriezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 4:13
20 Iomraidhean Croise  

Kement-se a c'hoarvezas dre m'o doa pec'het mibien Israel a-enep an AOTROU o Doue, en doa lakaet anezho da bignat eus bro Ejipt, a-zindan dorn Faraon roue an Ejipt, ha dre m'o doa azeulet doueoù all.


Diskar a reas tiez ar baotred en em roe d'ar gasterezh, a oa e ti an AOTROU, e-lec'h ma veze maouezed o wiadiñ teltennoù evit Ashera.


Rak mezh ho po en abeg d'an dervennoù a garit, ha ruziañ a reot gant al liorzhoù a ra ho plijadur.


oc'h en em dommañ gant idoloù dindan pep gwezenn c'hlas, o lazhañ ar vugale en traoniennoù dindan toulloù ar reier?


Lakaet ec'h eus da wele war ur menez uhel ha savet, hag ez out pignet eno evit aberzhiñ.


Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.


Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.


An AOTROU a lavaras din en deizioù ar roue Jozia: Ha gwelet ec'h eus ar pezh he deus graet Israel an adfeilherez? Aet eo war bep menez uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas d'en em reiñ d'ar gasterezh.


Perak e kounnarit ac'hanon dre oberoù ho taouarn, o kinnig ezañs da zoueoù all en Ejipt, e-lec'h ma oc'h deuet da chom ennañ, en doare da vezañ lamet ha da zont da vezañ ur vallozh hag un dismegañs e-touez holl vroadoù an douar?


Kemeret ec'h eus diwar da zilhad, ha kinklet ec'h eus da uhellec'hioù gant livioù a bep seurt evit gastaouiñ eno, un dra ne oa ket c'hoarvezet ha ne c'hoarvezo ken.


e digor kement straed ec'h eus savet da uhellec'h ha dizenoret da gaerded, rak digoret ec'h eus da dreid da bep tremeniad ha liesaet da c’hastaouerezh.


Hag e ouiot ez on me an AOTROU pa vo o lazhidi gourvezet e-touez o idoloù, en-dro d'o aoterioù, war bep krec'hienn uhel, war bep lein menez, dindan pep gwezenn c'hlas, dindan pep dervenn dev, e pep lec'h ma kinnigent c'hwezh-vat d'o holl idoloù.


Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!


Pa'z int bet galvet, ez int aet a-zirak ar re o galve. Aberzhet o deus d'ar Baaloù, lakaet o deus da vogediñ d'ar skeudennoù kizellet.


Hag e kastizin anezhi evit deizioù ar Baaloù, pa lakae da vogediñ evito, pa en em fiche gant he lagadennoù hag he c'helc'hennoù, pa'z ae war-lerc'h hec'h amourouzien ha va ankounac'hae, eme an AOTROU.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kêr, da vibien ha da verc'hed a gouezho dre ar c'hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic'hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan