Setu ez on bet ugent vloaz e-barzh da di. Da servijet em eus pevarzek vloaz evit da ziv verc'h ha c'hwec'h vloaz evit da loened, hag ec'h eus cheñchet dek gwech va gopr.
An efa hag ar bat o devo an hevelep muzul: ar bat a zalc'ho un dekvedenn eus un homer, hag an efa un dekvedenn eus un homer; diouzh an homer e vo o muzul.
Pa santelaio unan bennak ur park eus e berc’henniezh evit an AOTROU, da brizadur a vo hervez ar pezh a hader ennañ: un omer had heiz, hanter-kant sikl arc’hant.
ha penaos em eus ivez prenet evidon da wreg Rud, ar plac'h eus Moab, gwreg Maklon, evit adsevel anv an hini marv en e hêrezh, hag evit na vo ket diverket anv an hini marv a-douez e vreudeur nag eus dor e gêr. C'hwi a zo testoù a gement-se hiziv.
Saül a lavaras: Evel-henn e komzot ouzh David: Ar roue ne c'houlenn ket a argouroù nemet kant pod-mezenn Filistined, evit ma vo veñjet ar roue eus e enebourien. Saül en doa c'hoant da lakaat David da gouezhañ etre daouarn ar Filistined.