Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 2:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Hag e hadin anezhi evidon en douar. Hag em bo truez ouzh Lo-Rukama, hag e lavarin: Va fobl, da Lo-Ammi. Hag e lavarint din: Va Doue!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 2:23
33 Iomraidhean Croise  

Te eo va Doue, me az meulo. Va Doue, da uhelaat a rin.


Ar beorien a zebro hag o devo o gwalc'h, ar re a glask an AOTROU a veulo anezhañ. Ho kalon a vevo da viken!


Gourdrouz loen ar raoskl, tolpad an tirvi gant leueoù ar pobloù, ar re a zo gwisket a laonennoù arc'hant. Stlabezañ a ra ar pobloù en em blij er brezelioù.


Ar gwinizh a fonno er vro, war lein a menezioù. E frouezh a drouzo evel al Liban. Ar bobl a vleunio er c'hêrioù evel geot an douar.


Va muiañ-karet a zo din ha me a zo dezhañ. Peuriñ a ra e dropell e-touez al lili.


Unan a lavaro: Me a zo d'an AOTROU. Unan all a lavaro: Me a zo da Jakob. Unan all a skrivo gant e zorn: D'an AOTROU, hag e vo lesanvet dre anv Israel.


AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.


Hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma hadin ti Israel ha ti Juda, gant had tud ha gant had loened.


Hag e vint va fobl hag e vin o Doue.


e taolin ivez kuit lignez Jakob ha David va servijer, evit tremen hep kemer eus e lignez ar re a reno war lignez Abraham, Izaak ha Jakob. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, hag em bo truez outo.


Ho tieubiñ a rin eus hoc'h holl loustoni, hag e c'halvin ar gwinizh, hag e kreskin anezhañ, ne gasin ken an naonegezh warnoc'h.


Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur verc'h. An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Rukama, rak ne zalc'hin ken da gaout truez ouzh ti Israel, met o lemel a rin holl.


Krial a raint etrezek ennon: Va Doue, da anavezet hon eus, ni Israel.


O stlabezet em eus e-touez ar pobloù, met er broioù pell o devo soñj ac'hanon, hag e vevint gant o mibien, hag e tistroint.


An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.


Met an holl re a vano eus an holl vroadoù deuet a-enep Jeruzalem, a bigno bep bloaz evit stouiñ dirak ar Roue, AOTROU an armeoù, hag evit ober gouel an Tabernakloù.


An AOTROU a vo roue war an douar holl; en deiz-se e vo an AOTROU an hini nemetañ, hag e anv a vo an hini nemetañ.


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.


Doue, ha bez’ eo hepken Doue ar Yuzevien? Ha n’eo ket ivez hini ar baganed? Ya, bez’ eo ivez hini ar baganed,


Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan