Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 2:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 hag an douar a responto d'ar gwinizh, d'ar gwin ha d'an eoul, hag int a responto da Jizreel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 2:22
8 Iomraidhean Croise  

Ne vi ken anvet: an hini dilezet, da zouar ne vo ken anvet: an hini gwastet, met anvet e vi: va flijadur enni, ha da zouar: an hini zimezet, rak an AOTROU a lakaio e blijadur ennout, ha da zouar en devo ur pried.


Hag e roin dezho ur galon da'm anavezout, me an AOTROU, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, dre ma tistroint da'm c'havout a-greiz-kalon.


Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.


Ha mibien Juda ha mibien Israel a vo bodet a-gevret, hag e lakaint warno ur penn, hag e pignint eus ar vro, rak bras e vo deiz Jizreel.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Galv e anv Jizreel, rak bremaik e kastizin ti Jehu evit gwad Jizreel skuilhet, hag e lakain da baouez rouantelezh ti Israel.


Dont a raint en-dro da azezañ dindan e skeud, lakaat a raint ar gwinizh da advevañ, evel ar winienn e vleugnint, o brud a vo evel hini gwin al Liban.


Hag an AOTROU a responto hag a lavaro d'e bobl: Setu ez an da gas deoc'h gwinizh, gwin hag eoul, hag ho po ho kwalc'h, ha n'ho roin ken d'an dismegañs e-touez ar broadoù.


O lakaat a rin da zont, hag e vint o chom e-kreiz Jeruzalem, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, e gwirionez hag e reizhder.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan