Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 2:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 En deiz-se e respontin, eme an AOTROU, me a responto d'an neñvoù, hag int a responto d'an douar,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 2:21
15 Iomraidhean Croise  

Evel ma tiskenn ar glav hag an erc'h eus an neñvoù, ha ne zistroont ket hep bezañ douraet an douar hag e strujusaet, hep bezañ e lakaet da ziwanañ, evit reiñ had d'an hader ha bara d'an hini a zebr,


Ne vi ken anvet: an hini dilezet, da zouar ne vo ken anvet: an hini gwastet, met anvet e vi: va flijadur enni, ha da zouar: an hini zimezet, rak an AOTROU a lakaio e blijadur ennout, ha da zouar en devo ur pried.


Evel ma timez un den yaouank gant ur werc'hez, da vibien a zimezo ganit, hag evel ma laouena an den nevez en e wreg yaouank, da Zoue a laouenaio ennout.


A-raok ma c'halvint e respontin, ha pa vint c'hoazh o komz em bo o c'hlevet.


Ho tieubiñ a rin eus hoc'h holl loustoni, hag e c'halvin ar gwinizh, hag e kreskin anezhañ, ne gasin ken an naonegezh warnoc'h.


Dont a raint en-dro da azezañ dindan e skeud, lakaat a raint ar gwinizh da advevañ, evel ar winienn e vleugnint, o brud a vo evel hini gwin al Liban.


Hag an AOTROU a responto hag a lavaro d'e bobl: Setu ez an da gas deoc'h gwinizh, gwin hag eoul, hag ho po ho kwalc'h, ha n'ho roin ken d'an dismegañs e-touez ar broadoù.


An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.


Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neñvoù a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mañ da berc'hennañ an holl draoù-se.


O lakaat a rin da zont, hag e vint o chom e-kreiz Jeruzalem, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, e gwirionez hag e reizhder.


Degasit an holl zeogoù da di an teñzor, evit ma vo bevañs em zi. Va amprouit e kement-se, eme AOTROU an armeoù, daoust ha ne zigorin ket skluzioù an neñvoù, ha ne skuilhin ket warnoc'h ar vennozh hep muzul.


Abalamour deoc'h e kourdrouzin ar plaouier, ne zistrujo ket dirazoc'h frouezh ho touar, hag ho kwini ne vo ket dibrodu war ar maezioù, eme AOTROU an armeoù.


Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan