Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 2:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Dimeziñ a rin ganit er fealded, hag ec'h anavezi an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 2:20
31 Iomraidhean Croise  

gant an holl voudoù bev a zo ganeoc'h, kenkoulz al laboused evel ar chatal hag holl loened an douar ganeoc'h, ar re holl a zo deuet er-maez eus an arc'h, holl loened an douar.


Barn a raio etre ar broadoù, hag e vo an tredeog eus meur a bobl; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.


Ne vi ken anvet: an hini dilezet, da zouar ne vo ken anvet: an hini gwastet, met anvet e vi: va flijadur enni, ha da zouar: an hini zimezet, rak an AOTROU a lakaio e blijadur ennout, ha da zouar en devo ur pried.


Hag e roin dezho ur galon da'm anavezout, me an AOTROU, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, dre ma tistroint da'm c'havout a-greiz-kalon.


Te eta, va servijer Jakob, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, na spont ket, Israel! Rak setu, e tieubin ac'hanout eus an douar pell, ha da lignez eus bro an harlu. Hag e tistroio Jakob, hag e vo sioul hag e peoc'h, ha ne vo den da spontañ anezhañ.


Hag em bo levenez en ur ober vad dezho, hag e plantin anezho er vro-mañ e wirionez, a-greiz va c'halon ha va holl ene.


met an hini a fouge, ra fougeo gant kement-mañ: poellek eo, va anavezout a ra, hag e oar ez on an AOTROU, a ra trugarez, barnedigezh ha reizhder war an douar, rak en traoù-se e kavan plijadur, eme an AOTROU.


Rak e tiazezin va emglev ganit, hag e ouezi ez on me an AOTROU,


Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.


Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, hag e kasin kuit al loened gwez eus ar vro, hag e vint o chom e surentez er gouelec'h, hag e kouskint er c'hoadegi.


Gwez ar parkeier a roio o frouezh, an douar a roio e drevad, hag int a vo e surentez en o bro, hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo torret koad o yev hag o dieubet eus dorn ar re a sklavelae anezho.


Hag e vin meuraet ha santelaet, hag e vin anavezet dirak daoulagad broadoù niverus, hag e ouezint ez on me an AOTROU.


Ha me eo an AOTROU da Zoue adalek bro Ejipt, ha ne anavezi doue ebet nemedon, n'eus salver ebet nemedon.


Hag e timezin ganit evit biken; dimeziñ a rin ganit er reizhder hag er varnedigezh, er vadelezh hag en druez.


Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, hag anaoudegezh Doue kentoc'h eget loskaberzhoù.


dornerezh ar greun a bado ganeoc’h betek ar vendem, hag ar vendem betek an here; debriñ a reot bara d’ho kwalc’h hag e chomot e surentez en ho pro;


me a lakaio peoc’h er vro hag e kouskot hep bezañ spouronet, kas a rin kuit al loened fall eus ar vro hag ar c’hleze ne dremeno ket en ho pro;


Barn a raio etre pobloù niverus, hag e tivizo evit broadoù galloudus betek ar broioù pell; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.


Hag e tilamin ar c'hirri eus Efraim hag ar c'hezeg eus Jeruzalem, ha gwareg an emgann a vo lamet kuit. Komz a raio diwar-benn ar peoc'h ouzh ar broadoù, ren a raio eus ur mor d'egile, hag eus ar stêr da bennoù pellañ an douar.


Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.


Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.


Hag ar vuhez peurbadus eo ma’c’h anavezint ac’hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac’h eus kaset.


N’hoc’h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n’anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc’h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c’her.


Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.


Ya, sellout a ran pep tra evel ur c’holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c’hounezin Krist


en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


Den ne gelenno mui nag e nesañ nag e vreur o lavarout: Anavez an Aotrou. Rak an holl am anavezo, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ,


Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac’hanomp, an hini n’eo ket eus Doue ne selaou ket ac’hanomp. A gement-se ec’h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a errol.


Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan