Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Hag e timezin ganit evit biken; dimeziñ a rin ganit er reizhder hag er varnedigezh, er vadelezh hag en druez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 2:19
27 Iomraidhean Croise  

Ya, e silvidigezh a zo tost d'ar re a zouj anezhañ, evit ma vo ar gloar o chom en hon douar.


Sion a vo dasprenet dre ar varnedigezh, hag ar re en em zistroio dezhi, dre ar reizhder.


Startaet e vi er reizhder, pell e vi diouzh ar gwaskerezh, ha na'z po ket da gaout aon, pell e vi diouzh ar spont, rak ne dostaio ket ouzhit.


Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoù e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv.


Rak an AOTROU en deus da c'halvet evel ur vaouez dilezet ha glac'haret en he spered, evel ur wreg a yaouankiz a vefe bet kaset kuit, eme da Zoue.


hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.


Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.


Ha ne guzhin ken va dremm outo, rak em bo skuilhet va Spered war di Israel, eme an Aotrou AOTROU.


Yac'haat a rin o emsavadeg, o c'harout a rin a-volontez-vat, rak va c'hounnar a zo distroet diouto.


Met Juda a vo annezet da viken, ha Jeruzalem a oad da oad.


En deiz-se e c'hoarvezo, eme AOTROU an armeoù, ma lamin eus ar vro anvioù an idoloù, ha ne vo graet ken meneg anezho. Hag e lamin ivez eus ar vro ar brofeded hag ar spered a zic'hlanded.


An hini en deus ar wreg eo an ozhac’h. Met mignon an ozhac’h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac’h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo.


Evel-se, va breudeur, c’hwi ivez a zo deuet marv d’al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d’an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.


Rak me a zo gwarizius ac’hanoc’h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac’hanoc’h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Grist evel ur werc’hez c’hlan.


Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma’z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan