Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Hag ac'hane e roin dezhi he gwiniennoù ha traonienn Akor, evel un nor a esperañs. Hag e kano eno, evel da zeizioù he yaouankiz, evel en deiz ma pignas eus bro Ejipt.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 2:15
33 Iomraidhean Croise  

Evel ma vije bet nebeut a dra dezhañ kerzhout e pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, e kemeras da wreg Jezabel merc'h Etbaal, roue ar Sidoniz, hag ez eas da servijañ Baal ha da stouiñ dirazañ.


Neuze e kredjont en e gomzoù, hag e kanjont e veuleudi.


Kanaouenn ar "Maalod". Va gwasket kalz o deus adalek va yaouankiz, ra lavaro Israel,


Saron a vo ur peurvan d'an deñved, traonienn Akor a vo ur repu d'ar saout, evit va fobl en devo klasket ac'hanon.


Sevel a raint tiez hag emaint o chom enno; plantañ a raint gwiniennoù hag e tebrint o frouezh.


Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:


Kae ha youc'h ouzh divskouarn Jeruzalem, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Soñj am eus ac'hanout, eus hegarated da yaouankiz, eus karantez da zimeziñ, pa zeues war va lerc'h er gouelec'h, en un douar na veze ket hadet.


Rak gouzout a ran ar soñjoù a ran evidoc'h, eme an AOTROU, soñjoù a beoc'h ha nann a zroug, evit reiñ deoc'h un dazont hag un esperañs.


Bremañ e kriez etrezek ennon: Va zad! Mignon va yaouankiz ez out!


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Prenet e vo c'hoazh tiez, parkeier ha gwini er vro-mañ.


Met kement-mañ a eñvorin da'm c'halon, setu perak em bo esperañs:


E-kreiz da holl euzhusterioù ha da c’hastaouerezh, ne'c'h eus ket bet soñj eus amzer da yaouankiz, pa oas en noazh, noazh-bev, ha gourvezet en da wad.


Koulskoude em bo soñj eus an emglev am eus diazezet ganit en deizioù da yaouankiz, hag e tiazezin ganit un emglev peurbadus.


Evel ma tremenen en da gichen, e welis ac'hanout, ha setu, da oad a oa an oad da zimeziñ. Hag ec'h astennis warnout pleg va mantell, hag e c'holois da noazhder. Hag e touis dit, hag e ris un emglev ganit, eme an Aotrou AOTROU, ha din e oas.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa em bo dastumet ti Israel a-douez ar pobloù m'emaint strewet enno, e vin santelaet drezo dirak daoulagad ar broadoù, hag e vint o chom en o bro am eus roet da'm servijer Jakob.


Bez' e vint o chom ennañ e surentez, hag e savint tiez, hag e plantint gwini. Ya, bez' e vint o chom ennañ e surentez, pa em bo graet va barnedigezhioù a-enep ar re a zo tro-dro dezho hag o dispriz, e ouezint ez on me an AOTROU o Doue.


Pa oa yaouank Israel, e karen anezhañ, hag em eus galvet va mab eus an Ejipt.


Jakob a dec'has da vro Siria, Israel a servijas evit ur vaouez, hag evit ur vaouez e vêsaas loened.


Ha lavaret en deus Efraim: Ya, deuet on da vezañ pinvidik, prenet em eus traoù prizius, em holl labourioù ne vo kavet direizhder ebet, netra hag a vefe ur pec'hed.


Ha me eo an AOTROU da Zoue adalek bro Ejipt, ha ne anavezi doue ebet nemedon, n'eus salver ebet nemedon.


Distrujañ a rin he gwiniegi hag he gwez-fiez, he deus lavaret diouto: Ar re-se eo va gopr, o deus roet din va amourouzien. Me a droio anezho e koadeg, ha loened ar parkeier o debro.


Hag e lakain da zistreiñ harluidi va fobl Israel, hag e savint ar c'hêrioù gwastet hag e chomint enno, hag e plantint gwini, hag ec'h evint gwin diouto, hag e raint liorzhoù, hag e tebrint frouezh diouto.


Distroit d'ar c'hreñvlec'h, prizonidi leun a esperañs! Hiziv zoken e lavaran deoc'h, me a roio dit div wech kemend-all.


Neuze Israel a ganas ar c'han-mañ: "Sav, puñs! Kanit evitañ!


Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.


Pa voent erruet, e tastumjont an Iliz hag e kontjont an holl draoù en doa Doue graet ganto ha penaos en doa digoret d’ar broadoù dor ar feiz.


Hag e savjont warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv. An AOTROU a zistroas eus gwrez e gounnar. Setu perak eo anvet al lec'h-se Traonienn Akor betek hiziv.


Evel-se mibien Israel n'o doe ket soñj eus an AOTROU o Doue, en doa o dieubet eus dorn o holl enebourien tro-dro.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan