Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Setu perak e tedennin anezhi, hag e rin dezhi mont d'ar gouelec'h, hag e komzin ouzh he c'halon.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 2:14
38 Iomraidhean Croise  

E ene en em stagas ouzh Dina merc'h Jakob, hag e karas anezhi hag e komzas ouzh kalon ar plac'h yaouank.


Da lamet en defe er-maez eus genoù an anken, er frankiz, pell eus pep enkrez, da daol a vefe bet kempennet, goloet a zruzoni,


Va sach war da lerc'h ha redomp! Ar roue en deus degaset ac'hanon en e gambroù. Ni a drido hag a laouenaio ennout. Muioc'h eget ar gwin e veulimp da garantez. Reizh eo da garout.


Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!


Bremañ eta e teskin deoc'h ar pezh a fell din ober da'm gwinienn: Lemel a rin he garzh kuit hag e vo peuret, diskar a rin he moger hag e vo mac'het,


Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma ne vo ken lavaret: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet da vibien Israel pignat kuit eus bro Ejipt,


Kae ha youc'h ouzh divskouarn Jeruzalem, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Soñj am eus ac'hanout, eus hegarated da yaouankiz, eus karantez da zimeziñ, pa zeues war va lerc'h er gouelec'h, en un douar na veze ket hadet.


Lavarout a ri eta dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tiskarin ar pezh am eus savet, hag e tennin ar pezh am eus plantet, da lavarout eo an holl vro-mañ.


O zennet em eus eta eus bro Ejipt, hag o degaset em eus d'ar gouelec'h.


Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, hag e renin warnoc'h gant un dorn kreñv, ur vrec'h astennet, ur fulor skuilhet.


gant aon n'he diwiskfen en noazh, ha na lakafen anezhi evel da zeiz he ganedigezh, ha n'he lakafen heñvel ouzh ur gouelec'h hag ouzh un douar kras, ha na rafen dezhi mervel gant ar sec'hed,


Hec'h holl skeudennoù kizellet a vo bruzunet, holl c'hoproù he gastaouerezh a vo devet en tan, hec'h holl idoloù a vo distrujet. Rak dastumet he deus anezho gant gopr he gastaouerezh, hag e tistroint da vezañ gopr ur c'hast.


Gouzañv gwentloù ha kri, merc'h Sion, evel ar wreg o wilioudiñ! Rak bremañ ez i eus kêr hag e vi o chom er parkeier, hag ez i betek Babilon. Eno e vi dieubet, eno e vi dasprenet gant an AOTROU eus dorn da enebourien.


Ha me, pa vin bet savet eus an douar, e tennin an holl da’m c’havout.


Den ne c’hell dont da’m c’havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c’haset, ha en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.


Divaskell an erer bras a voe roet d’ar wreg evit ma c’hellfe nijal d’al lec’h distro, en he lec’h hec’h-unan ma tle bezañ maget un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer, pell a-zirak an naer.


Ar wreg a dec’has el lec’h distro en ul lec’h kempennet dezhi gant Doue, evit bezañ maget eno e-pad mil daou c’hant tri-ugent devezh.


He den a savas hag a yeas d'he c'havout, evit komz ouzh he c'halon hag he degas gantañ. E servijer a oa gantañ, ha daou azen. Hi a lakaas anezhañ da zont e ti he zad, ha tad ar plac'h yaouank, o welout anezhañ, en degemeras gant levenez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan