Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 2:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Hag e kastizin anezhi evit deizioù ar Baaloù, pa lakae da vogediñ evito, pa en em fiche gant he lagadennoù hag he c'helc'hennoù, pa'z ae war-lerc'h hec'h amourouzien ha va ankounac'hae, eme an AOTROU.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 2:13
44 Iomraidhean Croise  

Akazia a gouezhas dre gael e gambr uhel e Samaria, hag e voe klañv. Hag e kasas kannaded en ur lavarout dezho: It da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evit gouzout hag-eñ e savin eus ar c'hleñved-se.


Evel-se Jehu a zistrujas Baal eus Israel.


Adsevel a reas an uhellec'hioù en doa distrujet Ezekiaz e dad, hag e savas aoterioù da Vaal, hag e reas un Ashera evel m'en doa graet Akab roue Israel, hag e stouas dirak holl arme an neñvoù, hag o servijas.


Evel-se eo hentoù an holl re a ankounac'ha Doue; esperañs an den dizoue a yelo da get.


Prest ec'h ankounac'hajont e oberennoù, n'esperjont ket en e venozioù.


Ankounac'haat a rejont Doue o dieuber, en doa graet traoù bras en Ejipt,


Ankounac'haet o deus e oberennoù, e vurzhudoù en doa diskouezet dezho.


Bremañ kae, ren ar bobl d'al lec'h am eus lavaret. Setu, va ael a yelo dirazout, met d'an deiz ma rin ar c'hastiz, e kastizin warno o fec'hed.


Ankounac'haet ec'h eus Doue da silvidigezh, ne'c'h eus ket bet soñj eus roc'h da nerzh, hag en abeg da-se e plantez plantennoù plijus hag e hadez bodoù estren.


eus ho tireizhder hag eus direizhder ho tadoù, eme an AOTROU, int hag o deus lakaet da vogediñ ezañs war ar menezioù hag o deus va dismegañset war ar c'hrec'hioù. Hag e vuzuilhin en o bruched ar gopr eus ar pezh o deus graet gwechall.


Rak, o Juda, kement a zoueoù ac'h eus hag a gêrioù! Ha kement a straedoù a zo e Jeruzalem hag a aoterioù hoc'h eus savet d'an euzhuster, aoterioù evit kinnig ezañs da Vaal.


Met va fobl he deus va ankounac'haet, kinniget he deus ezañs d'an avel, derenet int bet da strebotiñ en o hentoù ha da guitaat ar gwenodennoù kozh, evit kerzhout war wenodennoù un hent diverk,


Ar werc'hez, hag ec'h ankounac'hafe he dilhad kaer, hag ar wreg yaouank he braveri? Va fobl he deus ankounac'haet ac'hanon e-pad deizioù diniver.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn ar vêsaerien a beur va fobl: Stlabezet hoc'h eus va deñved, o c'haset hoc'h eus kuit, n'hoc'h eus ket graet war o zro. Setu ez an d'ober war ho tro en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU.


Hag e lakain da baouez e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, rak ar vro a vo gwastet.


Petra! Laerezh a rit, muntrañ a rit, avoultriñ a rit, touiñ a rit e gaou, kinnig a rit ezañs da Vaal, mont a rit war-lerc'h doueoù all n'anavezit ket,


Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d'ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec'h aberzhourien a huanad. He gwerc'hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c'hwervoni.


An henaourien n'emaint ken ouzh an dorojoù, an dud yaouank ouzh o sonerezh.


ur walenn war da fri, bizeier ouzh da zivskouarn, ur gurunenn hollgaer war da benn.


Kemeret ec'h eus da draoù hollgaer graet gant va aour ha va arc'hant am boa roet dit, ha graet ec'h eus diouto skeudennoù tud evit gastaouiñ ganto.


degemeret eo bet donezonoù en da greiz evit skuilhañ gwad, kemeret ac'h eus kampi hag uzurerezh, diwisket ac'h eus da nesañ gant feulster, ha me, va ankounac'haet ec'h eus, eme an Aotrou AOTROU.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir ec'h eus va ankounac'haet ha va zaolet a-drek da gein, doug te ivez ar boan eus da zrougiezh hag eus da c'hastaouerezh.


Pa'z int bet galvet, ez int aet a-zirak ar re o galve. Aberzhet o deus d'ar Baaloù, lakaet o deus da vogediñ d'ar skeudennoù kizellet.


Pa gomze Efraim, an dud a grene, uhelsavet e oa en Israel, met eo en em rentet kablus dre Vaal, hag ez eo marv.


O gwalc'h o deus bet en o feurvanoù, o gwalc'h o deus bet hag o c'halon a zo savet. Neuze o deus va ankounac'haet.


O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c'hoñsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc'h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.


Redek a raio war-lerc'h hec'h amourouzien, met n'o zapo ket; o c'hlask a raio, met n'o c'havo ket. Neuze e lavaro: Mont a rin hag e tistroin da gavout va gwaz kentañ, rak neuze e oan eürusoc'h eget bremañ.


Aberzhiñ a reont war-lein ar menezioù, hag e lakaont da vogediñ war ar c'hrec'hiennoù, dindan an derv, an efl, an tourmantin, rak o skeud a zo plijus. Setu perak ho merc'hed a c'hastaouo, hag ho merc'hed-kaer a raio avoultriezh.


Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.


Israel en deus ankounac'haet an hini en deus e grouet, hag e sav palezioù. Ha Juda en deus savet meur a gêr greñv. Met me a gaso e kêrioù hemañ un tan a lonko palezioù hennezh.


Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.


Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.


Dilezet ec'h eus ar roc'h en eus da c'hanet, ankounac'haet ec'h eus an Doue en deus da stummet.


diwall d'ankounac'haat an AOTROU en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.


Neuze mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag e servijjont ar Baaloù hag Ashtarod, doueoù Siria, doueoù Sidon, doueoù Moab, doueoù mibien Ammon ha doueoù ar Filistined. Hag e tilezjont an AOTROU ha ne servijjont ken anezhañ.


Mibien Israel a reas an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag ec'h ankounac'hajont an AOTROU o Doue, hag e servijjont ar Baaloù.


Met ankounac'haat a rejont an AOTROU o Doue, hag eñ o lakaas etre daouarn Sisera, penn arme Hazor, hag etre daouarn ar Filistined, hag etre daouarn roue Moab a reas brezel dezho.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan