Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 14:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Efraim a lavaro: Petra am eus d'ober c'hoazh gant an idoloù? Me a selaouo anezhañ hag a sello outañ, me a vo evitañ evel ur siprezenn c'hlas, diouzhin eo e teuio da frouezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 14:8
23 Iomraidhean Croise  

Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal,


diskouez din ar pezh na welan ket, mar em eus graet traoù direizh, ne rin ken?


Plantañ a rin er gouelec'h gwez-sedrez, kasia, meurta, gwez-olivez, lakaat a rin el lec'hioù difrouezh gwez-siprez, tilh ha beuz a-gevret,


E-lec'h spern e kresko siprez, e-lec'h drez e kresko meurta, ha kement-se a vo evit an AOTROU ur c'hloar, un arouez peurbadus na vo ket dilamet.


Gloar al Liban a zeuio betek ennout, gwez-siprez, tilh ha beuz a-gevret, evit kaeraat lec'h va santual, hag e roin gloar d'al lec'h ma tiskuizh va zreid.


War venez uhelañ Israel e plantin anezhañ. Hag e vounto skourroù hag e tougo frouezh hag e teuio da vezañ ur sedrezenn kaer. Laboused a bep pluñv a chomo dindani; e skeud he brankoù e teuint da chom.


Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù.


Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c’hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en doe truez outañ; o teredek, e lamas d’e c’houzoug hag e pokas dezhañ.


Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras war c’hras.


rak frouezh ar Spered en em zalc’h e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.


leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue.


rak Doue eo a laka ennoc’h ar c’hoant hag an ober, hervez e blijadur mat.


Gallout a ran pep tra dre Grist a nerzheka ac’hanon.


Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc’h ha penaos hoc’h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,


pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan