Ozea 14:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
7 Dont a raint en-dro da azezañ dindan e skeud, lakaat a raint ar gwinizh da advevañ, evel ar winienn e vleugnint, o brud a vo evel hini gwin al Liban.
Evel ar wezenn-aval e-touez gwez ar goadeg, evel-se eo va muiañ-karet e-touez an dud yaouank. C'hoantaet em eus he skeud hag on azezet ennañ; he frouezh a oa dous da'm staon.
Diskennet on e liorzh ar c'hraoñ evit gwelout ar frouezh a zarev en draonienn, evit gwelout hag-eñ e vount ar winienn, hag-eñ e vleugn ar greunavalenned.
Evel ma laka an douar da vountañ e ziwan, evel ma laka ul liorzh da greskiñ ar pezh a hader enni, evel-se an Aotrou AOTROU a lakaio ar reizhder hag ar veuleudi da greskiñ dirak an holl vroadoù.
War venez uhelañ Israel e plantin anezhañ. Hag e vounto skourroù hag e tougo frouezh hag e teuio da vezañ ur sedrezenn kaer. Laboused a bep pluñv a chomo dindani; e skeud he brankoù e teuint da chom.
Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neñvoù a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mañ da berc'hennañ an holl draoù-se.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne varv ket ar c’hreunenn winizh a gouezh d’an douar, e chom hec’h-unan. Met mar marv, e toug kalz a frouezh.