Tostaat a reas hag e pokas dezhañ. Izaak a c'hweshaas c'hwezh e zilhad hag a vennigas anezhañ, o lavarout: Setu, c'hwezh va mab a zo evel ur park benniget gant an AOTROU.
Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.
Gwelout a reot kement-se, hag ho kalon a laouenaio, hoc'h eskern a vleunio evel ar geot, dorn an AOTROU a vo anavezet gant e servijerien, hag e gounnar gant e enebourien.
Olivezenn c'hlas, mat-meurbet dre gaerder he frouezh, evel-se e c'halve an AOTROU ac'hanout. Da drouz ur safar bras ec'h enaou tan enni, hag he brankoù a zo bruzunet.
Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.
Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc’h evel ur prof a c’hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue.