Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 14:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Evel ar c'hlizhenn e vin evit Israel, bleuniañ a raio evel al lili, hag ec'h astenno e wrizioù evel al Liban.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 14:5
32 Iomraidhean Croise  

a zo heñvel ouzh sklêrijenn ar mintin pa sav an heol, d'ur mintin hep koumoul. E sked a laka ar geot da zont eus an douar goude ar glav.


Hag an nemorant a zo en em dennet e ti Juda a vounto e wrizioù a-zindan hag a roio e frouezh a-us.


Va gwrizienn a oa digor d'an dour, ar glizh a dremene an noz war va skourroù.


Evel glizh an Hermon eo, an hini a ziskenn war menezioù Sion, rak eno eo en deus an AOTROU urzhiet ar vennozh hag ar vuhez da viken.


Ar gwinizh a fonno er vro, war lein a menezioù. E frouezh a drouzo evel al Liban. Ar bobl a vleunio er c'hêrioù evel geot an douar.


Bez' e vo evel ur glav o kouezhañ war an azfoenn, evel ur glav fin o tourañ an douar.


Tennet ec'h eus ur winienn eus an Ejipt, kaset ec'h eus kuit broadoù hag ec'h eus he flantet,


Va daoulagad en em blij o sellout, ha va divskouarn o klevout an dud fall-se a sav em enep.


An den reizh a gresko evel ar wezenn-balmez, sevel a raio evel sedrezenn al Liban.


Erez ar roue a zo evel yudadenn al leon yaouank, met e c'hrad-vat a zo evel ar c'hlizhenn war ar geot.


Va muiañ-karet a zo din ha me a zo dezhañ. Peuriñ a ra e dropell e-touez al lili.


Da zivronn a zo evel div heizezig, evel gevelled ur c'hazelenn o peuriñ e-touez al lili.


En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.


Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: En em zerc'hel a rin sioul, hag e sellin diouzh va chomlec'h, evel un tommder skedus er sklerijenn, evel ur goabrenn a c'hlizh e tommder an eost.


Da re varv a vevo! Va c'horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c'hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklêrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.


Un deiz Jakob a wrizienno, Israel a vleunio hag a daolo bountoù, hag e vo leuniet gant o frouezh dremm an douar.


Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.


Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stêrioù war an douar disec'h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.


Neñvoù, skuilhit ar glizh eus an nec'h, ra lakaio ar c'houmoul da zeverañ ar reizhder, ra zigoro an douar da zougen frouezh ar silvidigezh, ra ziwano ar reizhder ganti! Me an AOTROU a grou kement-se.


Gwelet em eus e hentoù, yac'haat a rin anezhañ, me a reno anezhañ hag a roio frealz dezhañ ha d'e re a vo er c'hañv.


Me a grou ar pezh a zo displeget gant ar muzelloù: Peoc'h, peoc'h d'an hini a zo pell ha d'an hini a zo tost, eme an AOTROU. Ya, e yac'haat a rin.


Distroit, mibien disent, yac'haat a rin ho tianzavadur. Setu e teuomp da'z kavout, rak an AOTROU hon Doue ez out.


Hag em bo levenez en ur ober vad dezho, hag e plantin anezho er vro-mañ e wirionez, a-greiz va c'halon ha va holl ene.


Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.


Ha nemorant Jakob a vo e-touez pobloù niverus, evel ur glizh a zeu a-berzh an AOTROU, evel takadennoù glav war ar geot, ha ne c'hortozont netra a-berzh an den ha ne esperont netra digant mibien an den.


Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.


Perak ivez oc’h nec’het diwar-benn ho tilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier, ne labouront ket ha ne nezont ket,


Sellit penaos e kresk al lili, ne labouront ket ha ne nezont ket, koulskoude e lavaran deoc’h penaos Salomon e-unan, en e holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezho.


evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez,


Va c'helennadurezh a redo evel ar glav, va ger a gouezho evel ar glizh, evel al litenn war ar c'hlasvez, evel barradoù war ar geot!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan