Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 14:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Israel, distro d'an AOTROU da Zoue, rak kouezhet out dre da zireizhder.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 14:1
26 Iomraidhean Croise  

Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreñvlec'hioù, lazhañ a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrañ a ri o bugale vihan, faoutañ a ri kofoù o dougerezed.


Evel-se an AOTROU a skoio gant an Ejipsianed, skeiñ ha yac'haat a raio, distreiñ a raint d'an AOTROU, aspedet e vo ganto hag e yac'haio anezho.


Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.


Israel, mar distroez, eme an AOTROU, mar distroez da'm c'havout, mar lamez da euzhusted a-zirazon, ne vi ken o kantreal,


Kurunenn hor penn a zo kouezhet. Gwalleur deomp, rak pec'het hon eus.


Da c'hoar henañ eo Samaria; hi hag he merc'hed a zo o chom a-gleiz dit. Da c'hoar yaouankañ hag a zo o chom a-zehou dit, eo Sodom hag he merc'hed.


Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?


Pa em bo lavaret d'an den fall: Mervel a ri a-dra-sur! Hag o tistreiñ diouzh e bec'hed, e ra ar pezh a zo reizh hag eeun,


Hadit hervez ar reizhder, medit hervez an drugarez, freuzit douaroù nevez, rak poent eo klask an AOTROU, betek ma teuio ha ma lakaio ar reizhder da c'hlaviañ warnoc'h.


An AOTROU eo Doue an armeoù. E anv eo an AOTROU.


Efraim a zo ur marc’hadour en deus balañsoù faos en e zaouarn. Plijout a ra dezhañ touellañ.


Kollet out, Israel, en ur vezañ a-enep din, a-enep an hini a zo da sikour.


Debriñ a reont pec'hedoù va fobl, hag e troont o c'halon etrezek o direizhder.


Rogentez Israel a ro testeni war e zremm. Israel hag Efraim a gouezho dre o direizhder, Juda ivez a gouezho ganto.


Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.


Dre holl ma sellan etrezek Tir, Efraim a oa plantet en ul lec'h kaer. Met Efraim a gaso e vibien d'an hini o lazho.


Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan