Neuze Menahem a skoas war Difsak ha war an holl re a oa gantañ, ha war e vro adalek Tirza. Dre ma n'he doa ket digoret he dorioù dezhañ, e skoas warni. Ha faoutañ a reas o c'hofoù d'hec'h holl zougerezed.
En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media.
Hazael a lavaras: Perak e ouel va aotrou? Hag e respontas: Rak gouzout a ran pegement a zroug a ri da vibien Israel. Lakaat a ri an tan en o c'hreñvlec'hioù, lazhañ a ri gant ar c'hleze o zud yaouank, flastrañ a ri o bugale vihan, faoutañ a ri kofoù o dougerezed.
Ne vo kreñvlec'h ebet ken en Efraim, ha rouantelezh ebet en Damask hag e nemorant eus Siria. Bez' e vint evel gloar mibien Israel, eme AOTROU an armeoù.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.
Roit da glevout war balezioù Asdod ha war balezioù Bro Ejipt, ha lavarit: En em zastumit war venezioù Samaria, gwelit an dizurzhioù en he c'hreiz hag ar gwaskerezh en he bruched!
Gwelout a ris an Aotrou en e sav war an aoter, hag e lavaras: Sko war c'hourin an nor, ha ra greno an treuzoù, bruzun anezho war benn an holl. Me a lazho dre ar c'hleze ar re a vano. Den ebet eus ar re a dec'h ne c'hello tec'hout, den ebet eus ar re a ziflip ne c'hello diflipañ.
Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.
Hi ivez a zo aet d'an harlu er sklavelezh, he bugale yaouank a zo bet friket en holl gornioù ar straedoù, taolet e voe ar sord war hec'h uhelidi, hag hec'h holl briñsed a voe ereet gant chadennoù.