Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 13:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Petra bennak m'en deus roet frouezh e-touez e vreudeur, avel ar sav-heol a zeuio, avel an AOTROU o sevel eus ar gouelec'h, hag e tisec'ho e eien hag e kaso da hesk e feunteun. Laeret e vo en teñzor an holl draoù prizius.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 13:15
27 Iomraidhean Croise  

Ha seizh tañvouezenn disec'h, treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskas en o goude.


Hag e c'halvas an eil Efraim rak Doue, emezañ, en deus va rentet frouezhus e bro va glac'har.


Ha seizh tañvouezenn treut ha devet gant avel ar sav-heol a greskas en o goude.


Met e dad ne reas ket, o lavarout: Anavezout a ran kement-se, va mab, anavezout a ran-se, eñ ivez a zeuio da vezañ ur bobl, eñ ivez a vo bras. Koulskoude e vreur yaouankañ a vo brasoc'h egetañ hag e lignez a vo un engroez a vroadoù.


Jozef eo brank ur wezenn frouezhus, brank ur wezenn frouezhus tost d'ur vammenn, e skourroù o deus goloet ar voger.


En traoñ e sec'ho e wrizioù, en nec'h e vo troc'het e vrankoù.


Ne vo ket evel-se gant ar re zrouk; met e vint evel ar plouz a zo kaset pell gant an avel.


Ra vo e lignez lamet kuit, ra steuzio e anv gant ar rummad da zont!


Kempennit lazhadeg e vibien, en abeg da zireizhder o zadoù, evit na savint ket ken da berc'hennañ an douar, na da c'holeiñ gant kêrioù dremm ar bed.


Ar broadoù a ra safar evel ar safar eus kalz a zoureier, met Eñ a c'hourdrouz anezho, hag e tec'hont pell, kaset kuit evel plouz ar menezioù gant an avel, evel poultr gant ar barr-amzer.


Gant muzul eo ec'h eus he c'hastizet, en ur gas anezhi kuit, pa voe argaset gant c'hwezh un avel greñv, e deiz avel ar sav-heol.


O gwentañ a ri, an avel o c'haso anezho, ar barr-amzer o stlabezo. Ha te a laouenaio en AOTROU, hag e kavi da c'hloar e Sant Israel.


Me a roio holl binvidigezhioù ar gêr-mañ, hec'h holl labour, hec'h holl draoù prizius, me a roio holl deñzorioù rouaned Juda etre daouarn o enebourien, a breizho anezho, a gemero anezho, hag a gaso anezho da Vabilon.


En amzer-se e vo lavaret d'ar bobl-mañ ha da Jeruzalem: Un avel skarnil a c'hwezh eus lec'hioù uhel ar gouelec'h war hent merc'h va fobl, met n'eo ket evit gwentañ nag evit naetaat.


Spontusoc'h eo an avel a zeuio eus va ferzh. Bremañ e tisklêrin va barnedigezhioù warno.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e lakaan da sevel un avel a zistruj a-enep Babilon hag a-enep an holl dud a zo o chom e kalon va enebourien.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tifennin da gaoz ha da veñjiñ a rin; disec'hañ a rin he mor hag e lakain he mammenn da hesk.


Setu, plantet eo, met hag e raio berzh? Pa stoko outañ avel ar sav-heol, ha ne zisec'ho ket? Disec'hañ a raio war al lec'h m'eo bet plantet ennañ.


Met tennet eo bet gant fulor ha taolet d'an douar, avel ar sav-heol he deus disec'het he frouezh, he skourroù kreñv a zo bet torret ha disec'het, an tan en deus pulluc'het anezho.


Hag e tougo zoken d'an Ejipt o doueoù dalc'het gant o skeudennoù teuzet hag o listri prizius arc'hant hag aour. Goude en em zalc'ho e-pad bloavezhioù pell diouzh roue an hanternoz.


Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.


gant aon n'he diwiskfen en noazh, ha na lakafen anezhi evel da zeiz he ganedigezh, ha n'he lakafen heñvel ouzh ur gouelec'h hag ouzh un douar kras, ha na rafen dezhi mervel gant ar sec'hed,


An avel en deus paket anezho en e eskell, hag o devo mezh en abeg d'o aberzhoù.


Gloar Efraim a nijo evel ul labous, adal ar c'hanedigezh, adal ar c'hof, adal ar grouañs.


Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Skrapit an arc'hant! Skrapit an aour! Rak n'eus diwezh ebet d'ar pinvidigezhioù, ur fonnusted a bep seurt traoù prizius


Bez' en deus kaerded ar c'hentañ-ganet eus e goleoù, e gerniel a zo kerniel ur bual; ganto e vroudo ar pobloù a-gevret, betek pennoù an douar, bez' ez int dekviliadoù Efraim, bez' ez int miliadoù Manase.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan