Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 13:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 13:14
32 Iomraidhean Croise  

neuze Doue en deus truez outañ hag a lavar: Daspren anezhañ, ma ne ziskenno ket er poull, kavet em eus un dic'haou.


En e c'houzoug emañ an nerzh, ar spont a gerzh a-raok dezhañ.


Rak ne zilezi ket va ene e lec'h ar marv, ne lezi ket da sant gwelout ar vreinadurezh.


AOTROU va Doue, kriet em eus dit hag ec'h eus va yac'haet.


Bountet int da lec'h ar marv evel un tropell, hag ar marv a gavo paskadur enno. Ar re reizh a reno warno adalek ar beure, o c'haerder a vo kuzumet e lec'h ar marv, pell eus o chomlec'hioù.


Met Doue a zaspreno va ene diouzh dorn lec'h ar marv, pa em c'hemero gantañ.  Ehan


Va lakaet ec'h eus da welout meur a estrenvan ha meur a boan, hag e tistroez da reiñ ar vuhez din, ha va lakaez da bignat er-maez eus donderioù an douar.


rak da vadelezh a zo bras em c'heñver, hag ec'h eus tennet va buhez eus lec'h don ar marv.


Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.


Da re varv a vevo! Va c'horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c'hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklêrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.


Va dilezet ec'h eus, eme an AOTROU, aet out a-dreñv, neuze ec'h astennan va dorn warnout hag e tistrujan ac'hanout. Skuizh on o kaout truez ouzhit.


Ra vo an den-se evel ar c'hêrioù en deus an AOTROU distrujet hep kaout keuz, ra glevo ar c'hlemmvan da vintin hag ar youc'h brezel da greisteiz.


Evel-henn e komz an AOTROU, a ro an heol evit bezañ sklerijenn an deiz, a reizh al loar hag ar stered evit bezañ sklerijenn an noz, a faout ar mor hag e goummoù a groz, a zo e anv AOTROU an armeoù:


Hag e lavaras din: Profediñ a ri d'ar spered, profediñ a ri, mab an den, hag e lavari d'ar spered: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Spered, deus eus ar pevar avel, ha c'hwezh war al lazhidi-se, evit ma vevint.


Goude daou zevezh hol lakaio da advevañ, ha d'an trede devezh hon adsavo, hag e vevimp dirazañ.


Rogentez Israel a ro testeni war e zremm. Ne zistroont ket d'an AOTROU o Doue, ne glaskont ket anezhañ en desped da gement-se holl.


Dre ma'z on an AOTROU ne gemman ket, abalamour da-se c'hwi, mibien Jakob, n'oc'h ket bet kuzumet.


Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?


Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv?


rak donezonoù ha galvidigezh Doue a zo didorrus.


E-pad ma’z emaomp en tabernakl-mañ, e huanadomp dindan ar bec’h, abalamour ma fell deomp, nann bezañ diwisket, met bezañ gwisket, evit ma vo ar pezh a zo marvel lonket gant ar vuhez.


Eñ a gemmo hor c’horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c’hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.


Rak mar kredomp ez eo Jezuz marvet hag adsavet a varv, kredomp ivez e tegaso Doue gantañ ar re a vo kousket e Jezuz.


pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.


Ar mor a roas ar re varv a oa ennañ, ar marv ha lec’h ar marv a roas ivez ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoù.


Doue a sec’ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c’hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet.


Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.


An hini hag a zo nerzh Israel ne c'haouiado ket ha n'en devo ket keuz, rak n'eo ket un den evit kaout keuz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan