Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 13:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Poanioù an hini a wilioud a zeuio warnañ, ur mab diskiant eo, en amzer dereat n'en em zalc'h ket evit gwelout an deiz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 13:13
23 Iomraidhean Croise  

Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs. Rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiñ.


He gelet o deus? Sabatuet int bet, spouronet int bet, aet int kuit gant hast.


An den poellek a ziaraog an droug hag en em guzh, met ar re eeun a dremen e-biou hag a vez kastizet.


Bez' e vint spouronet, karget a c'hlac'har hag a anken; gouzañv a raint gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, sellout a raint an eil ouzh egile gant souezh, o dremm a vo entanet.


Setu perak va divgroazell a zo karget a c'hlac'har; gouzañv a ran gwentloù evel ur vaouez o wilioudiñ, ar poanioù am harz da glevout, ar spouron am harz da welout,


Evel ur wreg vrazez prest da wilioudiñ a c'houzañv gwentloù hag a gri en he foanioù, evel-se omp bet, pell diouzh da zremm, o AOTROU!


Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs. rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiñ.


Me a zigor ar mammog, ha ne lakain ket da c'henel? eme an AOTROU. Me a laka da c'henel, hag e serrin ar mammog? eme da Zoue.


Petra a lavari pa gastizo ac'hanout? Te da-unan ac'h eus desket dezho bezañ mistri warnout. Ar poanioù, ha ne grogint ket ennout evel ur vaouez o wilioudiñ?


Te hag a zo o chom el Liban, hag a ra da neizh er sedrez, pegement e klemmi pa zeuio warnout ar glac'har hag an enkrez, evel poan ur vaouez o wilioudiñ!


Goulennit ha gwelit hag-eñ e c'hell ur gwaz genel. Perak e welan pep den gant e zaouarn war e zivgroazell, evel ur vaouez er poanioù? Perak eo deuet an holl zremmoù da vezañ drouklivet?


Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.


Damask a zo dinerzhet, treiñ a ra evit tec'hout, ar spont a gouezh warni, an enkrez hag ar glac'har a grog enni, evel ur vaouez o wilioudiñ.


O oberoù n'o lezo ket da zistreiñ d'o Doue, rak ar spered a c'hastaouerezh a zo en o zouez, ha n'anavezont ket an AOTROU.


Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma’z eo deuet hec’h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n’he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed.


rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac’haet, n’eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ.


Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.


rak eñ a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremañ an amzer dereat, setu bremañ deiz ar silvidigezh.


Hag evel-se eo e trugarekait an AOTROU, pobl diskiant hag hep furnez? Ha n'eo ket da dad, an hini en deus da brenet, an hini en deus da c'hraet ha da startaet?


Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan