Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 13:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Roet em eus dit ur roue em c'hounnar, hag e laman anezhañ em fulor.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 13:11
18 Iomraidhean Croise  

En abeg da zisentidigezh ar vro ez eus meur a vestr, met ar gouarnamant a zo startaet gant un den fur ha skiantek.


Rak prestik e lavarint: N'hon eus roue ebet, rak n'hon eus ket doujet an AOTROU. Petra a rafe ur roue deomp?


Roue Samaria a vo lamet kuit, evel eon diwar an doureier.


Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.


Graet o deus rouaned, met nann eus va ferzh, pennoù, met hep gouzout din. Graet o deus doueoù gant o arc'hant hag o aour, setu perak e vint lamet kuit.


Samuel a zastumas ar bobl dirak an AOTROU e Mizpa,


Met hiziv e taolit kuit ho Toue en deus ho tieubet eus hoc'h holl boanioù hag eus hoc'h holl c’hlac’haroù, hag e lavarit dezhañ: Met laka ur roue warnomp. En em ziskouezit eta bremañ dirak an AOTROU dre veuriadoù ha dre vilieroù.


Neuze Samuel a lavaras da holl Israel: Setu, sentet em eus ouzh ho mouezh e kement hoc'h eus lavaret din, ha lakaet em eus ur roue warnoc'h.


Bremañ eta setu ar roue hoc'h eus dibabet hag hoc'h eus goulennet. Ha setu, an AOTROU en deus lakaet ur roue warnoc'h.


Samuel a lavaras da Saül: Ne zistroin ket ganit, rak taolet ec'h eus kuit komz an AOTROU hag an AOTROU en deus da daolet kuit evel roue war Israel.


An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan