Kerkent ha ma klevas holl Israel e oa distroet Jeroboam, e kasjont d'e c'hervel d'ar vodadenn, hag e lakajont anezhañ da roue war holl Israel. Meuriad ebet ne heulias ti David, nemet meuriad Juda hepken.
Met roue Asiria a zizoloas un irienn a-berzh Ozea. Rak kaset en doa kannaded etrezek So roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue Asiria an truaj a bep bloaz. Roue Asiria a bakas anezhañ, hag en ereas en un toull-bac'h.
Rak n'eo ket dre o c'hleze o deus gounezet ar vro, ha n'eo ket o brec'h he deus o saveteet. Da du dehou, da vrec'h ha sklêrijenn da zremm eo, rak e kares anezho.
Setu mouezh merc'h va fobl, o krial eus ur vro bell: Ha n'emañ ken an AOTROU e Sion? Ha n'emañ ken he roue en he c'hreiz? Perak o deus va imoret gant o skeudennoù kizellet, gant mogidelloù an diavaezidi?
Graet o deus rouaned, met nann eus va ferzh, pennoù, met hep gouzout din. Graet o deus doueoù gant o arc'hant hag o aour, setu perak e vint lamet kuit.
An AOTROU a lavaras da Samuel: Sent ouzh mouezh ar bobl e kement ha ma lavaront dit, rak n'eo ket te an hini a daolont kuit, met me eo a daolont kuit, evit na renin ken warno.