Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 12:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Efraim a zo ur marc’hadour en deus balañsoù faos en e zaouarn. Plijout a ra dezhañ touellañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 12:8
29 Iomraidhean Croise  

Perak em befe aon en deizioù ar gwalleur, pa'z on gronnet gant drougiezh va enebourien?


Ha Doue az tiskaro evit biken, hag e krogo ennout, hag ez tiframmo eus da deltenn, hag ez tiwrizienno eus douar ar re vev.  Ehan


Ar re vihan n'int nemet netra, ar re vras n'int nemet gaou. Lakaet er valañs, e vefent holl asambles skañvoc'h eget an netra zoken.


Ar valañs faos a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar pouez reizh a zo plijus dezhañ.


bez' ez eus ur rumm a dud hag en em gred bezañ glan ha koulskoude n'eo ket gwalc'het eus e loustoni,


Evel-se emañ hent an avoultrerez: debriñ a ra hag e torch he genoù, ha goude-se e lavar: Ne'm eus ket graet a zroug.


Penaos e lavarez: N'on ket saotret, n'on ket aet war-lerc'h ar Baaled? Sell da gammedoù en draonienn, anzav ar pezh ac'h eus graet, dremedal skañv o kantreal,


Koulskoude e lavarez: Ya, didamall on! A-dra-sur, e tistroio e gounnar diouzhin. Setu ez an da varn ac'hanout war ar pezh a lavarez: Ne'm eus ket pec'het.


Evel m'eo ur gaoued leun a laboused, ez eo o ziez leun a douell. Evel-se eo ez int deuet da vezañ bras ha pinvidik.


Dre vraster da furnez ha dre da genwerzh ec'h eus kresket da binvidigezhioù, hag en abeg da'z pinvidigezhioù eo en em uhelaet da galon.


O gwalc'h o deus bet en o feurvanoù, o gwalc'h o deus bet hag o c'halon a zo savet. Neuze o deus va ankounac'haet.


Israel, distro d'an AOTROU da Zoue, rak kouezhet out dre da zireizhder.


Debriñ a reont pec'hedoù va fobl, hag e troont o c'halon etrezek o direizhder.


hag a lavar: Pegoulz e vo tremenet al loar nevez, ma werzhimp hon ed? Pegoulz e vo tremenet ar sabad, ma tigorimp hor solieroù? Bihanaat a raimp an efa hag e kreskimp ar sikl, hag e falsimp ar balañsoù evit touellañ,


Setu perak ec'h aberzh d'e roued hag e laka da vogediñ d'e lasoù, rak drezo eo druz e lodenn ha saourus e voued.


Lazhet e vint gant o frenerien hep bezañ kablus. Hag o gwerzherien a lavar: Ra vo benniget an AOTROU, en em binvidikaat a ran. Ha n'int espernet gant nikun eus o mêsaerien.


Skuizhet hoc'h eus an AOTROU gant ho komzoù, hag e lavarit: E petra hon eus e skuizhet? Pa lavarit: Piv bennak a ra an droug a zo mat dirak daoulagad an AOTROU, hag ennañ eo e kemer plijadur; pe: Pelec'h emañ Doue ar reizhder?


Ho komzoù a zo garv a-enep din, eme an AOTROU. Hag e lavarit: Petra hon eus lavaret a-enep dit?


Met hemañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ?


Hag e lavarin da’m ene: Va ene, kalz a vadoù ac’h eus a-du evit meur a vloavezh, en em ziskuizh, debr, ev ha bez laouen.


Mevel ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.


Hag e lavaras dezho: Evidoc’h-c’hwi, a fell deoc’h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.


Ra ne lavari ket ez kalon: Va nerzh ha galloud va dorn o deus prenet din ar madoù-se.


Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,


an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c’hounid. Pella diouzh an dud-se.


Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne’m eus ezhomm a netra, ha n’anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan