Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 12:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Te eta, distro da'z Toue, mir an drugarez hag ar reizhder, esper dalc'hmat ez Toue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 12:7
28 Iomraidhean Croise  

Gortozet em eus da silvidigezh, o Aotrou!


Ar valañs faos a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar pouez reizh a zo plijus dezhañ.


Ar valañs hag ar skeuliad leal a zeu eus an AOTROU, hag holl bouezioù ar sac'hig a zo e oberenn.


Ar bobl a vo gwasket unan dre egile, ha pep hini dre e nesañ. Ar bugel a grogo en den kozh, hag an den a netra en hini a zo enoret.


Evel-henn e komz an AOTROU: Mirit ar pezh a zo eeun ha grit ar pezh a zo reizh, rak va silvidigezh a zo prest da zont ha va reizhder da vezañ diskuliet.


Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU ouzh Jeruzalem: Dre da orin ha da c'hanedigezh out eus bro Ganaan. Da dad a oa un Amorean, ha da vamm a oa un Hititez.


Pobl ar vro o deus en em roet d'ar gwaskerezh, graet o deus laeroñsi, mac'het o deus ar glac'haret hag ar paour, gwasket o deus an diavaeziad a-enep pep reizhder.


Dre vraster da furnez ha dre da genwerzh ec'h eus kresket da binvidigezhioù, hag en abeg da'z pinvidigezhioù eo en em uhelaet da galon.


Kemerit ganeoc'h komzoù, ha distroit d'an AOTROU. Lavarit dezhañ: Pardon an holl zireizhder, hon degemer mat, kinnig a reomp dit evel aberzh koleoù meuleudi hor muzelloù.


Ha bremañ c'hoazh, eme an AOTROU, distroit din a holl galon, gant yun, daeroù ha klemmvanoù.


Plijout a ra dezho gwelout war benn an ezhommeg poultr an douar, hag e kweont gwir an ezhommeg. Un den hag e dad a ya da gavout an hevelep plac'h evit disakrañ va anv santel.


Roit da glevout war balezioù Asdod ha war balezioù Bro Ejipt, ha lavarit: En em zastumit war venezioù Samaria, gwelit an dizurzhioù en he c'hreiz hag ar gwaskerezh en he bruched!


Selaouit ar gomz-mañ, buoc'hed Basan, a zo war venez Samaria, a wask ar beorien, a wallgas an ezhommeien, a lavar d'o mestroù: Degasit hag evomp!


Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.


Gwalleur d'ar re a raktres traoù direizh hag a ijin an droug war o gweleoù! Da c'houloù-deiz e sevenont an traoù-se, dre m'o deus ar galloud en o daouarn.


An den mat a zo aet kuit eus an douar, ha n'eus den reizh ken e-touez an dud. Emañ an holl e ged evit skuilhañ ar gwad, pep hini a stegn pechoù d'e vreur gant e roued.


Ha pep kaoter e Jeruzalem hag e Juda a vo santelaet evit AOTROU an armeoù. An holl re a aberzho, a zeuio da gemer diouto evit poazhañ kig enno. Ha ne vo Kananead ebet e ti AOTROU an armeoù, en deiz-se.


Hag e lavaras: Ar fallagriezh eo! Hag e taolas anezhi e-kreiz an efa, hag e taolas ar golo plom war an digor.


Evel-henn e komze AOTROU an armeoù o lavarout: Barnit gant reizhder gwirion, bezit trugarezus ha truezus pep hini e-keñver e vreur,


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


hag e lavaras d’ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac’han, na rit ket eus ti va Zad un ti a varc’had.


Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.


Setu-me amañ. Roit testeni a-enep din dirak an AOTROU ha dirak e olevad. Digant piv em eus kemeret an ejen? Digant piv em eus kemeret an azen? Ouzh piv em eus graet gaou? Piv am eus gwasket? Eus dorn piv em eus kemeret ur prof evit serriñ va daoulagad warnañ? Daskoriñ a rin deoc'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan