Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 12:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Dre ur profed, an AOTROU a reas da Israel pignat eus an Ejipt, dre ur profed e voe mêsaet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 12:14
16 Iomraidhean Croise  

David a lavaras dezhañ: Ra vo da wad war da benn, rak da c'henoù en deus testeniet a-enep dit o lavarout: Lakaet em eus d'ar marv olevad an AOTROU.


Mar en deus engehentet ur mab taer, a skuilh ar gwad, pe a ra un hevelep tra d'e vreur,


ma prest gant kampi, ma kemer en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhañ, daoust hag e vevo? Ne vevo ket. Ober a ra an holl euzhusterioù-se, a-dra-sur e varvo, hag e wad a vo warnañ.


Klevet en deus son ar shofar, ha n'en deus ket diwallet, e wad a vo warnañ. Met ma tiwall, e saveteo e ene.


Goude e troio e zremm etrezek an inizi, hag e tapo meur a hini, met ur penn a dorro e zismegañs hag a lakaio e zismegañs da gouezhañ warnañ.


N'eus nemet sakreoù, gevier, muntroù, laeroñsioù hag avoultriezh. Freuzañ a reont dreist pep muzul, ul lazh a stok ouzh ul lazh all.


Treiñ a reont, met n'eo ket d'an Uhel. Bez' ez int evel ur wareg touellus. O fennoù a gouezho dre ar c'hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt.


Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.


An AOTROU da Zoue a savo dit eus da greiz, a-douez da vreudeur, ur profed eveldon, hag e selaouot anezhañ,


Me a savo dezho ur profed eveldout a-douez o breudeur, hag e lakain va c'homzoù en e c'henoù, hag e lavaro dezho kement a gemennin dezhañ.


E-touez an holl bobloù ma kaso an AOTROU ac'hanout en o c'hreiz, e vi ur souezh, ur goap hag ur godis.


Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan