Moizez a lavaras d'ar bobl: Ho pet soñj eus an deiz-se, ma'z oc'h aet kuit eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh, rak an AOTROU en deus ho tennet ac'hane gant un dorn kreñv. Ra ne vo ket debret bara goet.
Hag en em dennas ael Doue a yae dirak kamp Israel, mont a reas a-dreñv dezho. Hag en em dennas ar golonenn a goabrenn a oa a-raok dezho, en em zalc'has a-dreñv dezho.
Hag ac'hane e roin dezhi he gwiniennoù ha traonienn Akor, evel un nor a esperañs. Hag e kano eno, evel da zeizioù he yaouankiz, evel en deiz ma pignas eus bro Ejipt.
Me a gomz gantañ genoù ouzh genoù en un doare sklaer, neket dre gomzoù kevrinus, skeud an AOTROU a wel. Perak n'hoc'h eus ket bet aon o komz a-enep va servijer, a-enep Moizez?
Komz a ri adarre hag e lavari dirak an AOTROU da Zoue: Va zad a oa un Aramean prest da vont da get, diskenn a reas d'an Ejipt gant un nebeud tud hag e chomas eno, hag e teuas da vezañ ur bobl vras, kreñv ha niverus.
Goude ma oa aet Jakob en Ejipt, ho tadoù a grias d'an AOTROU , hag an AOTROU a gasas Moizez hag Aaron, a reas d'ho tadoù mont er-maez eus an Ejipt ha chom el lec'h-mañ.