Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 12:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Ma n'eo Galaad nemet direizhder, a-dra-sur e vint kaset da netra. Aberzhet o deus oc'hen e Gilgal, o aoterioù a zo evel bernioù mein war irvi ar parkeier.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 12:12
9 Iomraidhean Croise  

Bremañ eta, va mab, sent ouzh va mouezh. Sav, tec'h etrezek Laban va breur, da Charan.


Ro din va gwragez ha va bugale, em eus da servijet evito, hag ez in kuit, rak te a oar ar servij am eus graet evidout.


Setu ez on bet ugent vloaz e-barzh da di. Da servijet em eus pevarzek vloaz evit da ziv verc'h ha c'hwec'h vloaz evit da loened, hag ec'h eus cheñchet dek gwech va gopr.


Mar gastaouez, Israel, ra ne zeuio ket Juda da vezañ kablus. N'it ket da C'hilgal, na bignit ket da Vetaven, ha na douit ket: An AOTROU a zo bev!


Galaad, kêr a vicherourien a zireizhder, a zo leun a verkoù gwad.


Komz a ri adarre hag e lavari dirak an AOTROU da Zoue: Va zad a oa un Aramean prest da vont da get, diskenn a reas d'an Ejipt gant un nebeud tud hag e chomas eno, hag e teuas da vezañ ur bobl vras, kreñv ha niverus.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan