Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 12:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Komzet em eus dre ar brofeded, liesaet gweledigezhioù ha kinniget parabolennoù dre zorn ar brofeded.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 12:11
18 Iomraidhean Croise  

Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.


An AOTROU en doa testeniet a-enep Israel hag a-enep Juda dre an holl brofeded ha dre an holl welourien, o lavarout: Distroit diouzh ho hentoù fall, mirit va gourc'hemennoù ha va reolennoù, hervez an holl lezenn am boa gourc'hemennet d'ho tadoù, hag am eus kaset deoc'h dre va servijerien ar brofeded.


N'int nemet mogidelloù, oberennoù a douellerezh, mont a raint da netra da vare o c'hastiz.


Holl int a-gevret fall ha diboell. Ar c'hoad ne gelenn nemet mogidelloù.


Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.


Pelec'h emañ an doueoù ac'h eus graet? Ra savint, mar gellont da saveteiñ en amzer da walleur. Rak da zoueoù, o Juda, a zo ken niverus ha da gêrioù!


Mab an den, kinnig un divinadell, lavar ur barabolenn da di Israel.


Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.


O c'halon a zo lodennet, hag e vint disklêriet kablus. Eñ a ziskaro o aoterioù hag a zistrujo o feulioù.


Mar gastaouez, Israel, ra ne zeuio ket Juda da vezañ kablus. N'it ket da C'hilgal, na bignit ket da Vetaven, ha na douit ket: An AOTROU a zo bev!


Galaad, kêr a vicherourien a zireizhder, a zo leun a verkoù gwad.


Dre m'en deus Efraim savet meur a aoter evit pec'hiñ, an aoterioù o lakaio da bec'hiñ.


O holl zrougiezh a zo e Gilgal, eno eo em eus kasaet anezho. En abeg da fallentez o oberoù, me o c'haso kuit eus va zi, ne gendalc'hin ken d'o c'harout, o holl bennoù a zo dispac'herien.


Kit da Vetel ha pec'hit, da C'hilgal ha pec'hit muioc'h! Degasit hoc'h aberzhoù adalek ar mintin, ha ho teogoù bep tri deiz!


Na glaskit ket Betel, n'it ket da C'hilgal, na dremenit ket e Beer-Sheba, rak Gilgal a vo harluet ha Betel a vo kaset da netra.


Pa zinerzhe va ene ennon, em eus bet soñj eus an AOTROU, ha va fedenn a zo deuet betek ennout, e templ da santelezh.


Lavarout a reas: Selaouit mat va c'homzoù: Ma'z eus ur profed en ho touez, me an AOTROU en em roio da anavezout dezhañ dre weledigezh ha me a gomzo outañ dre huñvre.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan