Ozea 12:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned10 Ha me eo an AOTROU da Zoue adalek bro Ejipt, me a raio dit chom c'hoazh dindan teltennoù, evel da zeizioù ar gouelioù. Faic an caibideil |
An AOTROU en doa testeniet a-enep Israel hag a-enep Juda dre an holl brofeded ha dre an holl welourien, o lavarout: Distroit diouzh ho hentoù fall, mirit va gourc'hemennoù ha va reolennoù, hervez an holl lezenn am boa gourc'hemennet d'ho tadoù, hag am eus kaset deoc'h dre va servijerien ar brofeded.