En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.
Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.
Gwez ar parkeier a roio o frouezh, an douar a roio e drevad, hag int a vo e surentez en o bro, hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo torret koad o yev hag o dieubet eus dorn ar re a sklavelae anezho.
Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da gemer mibien Israel a-douez ar broadoù ma'z int aet, o dastum a rin a bep tu, hag o degasin en o bro.
Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.
Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.