Ha bremañ e komz an AOTROU o lavarout: A-benn tri bloaz, evel bloavezhioù ur goprad, gloar Moab a vo diskaret gant hec'h holl vareadoù, hag an nemorant a vo ken bihan, ken dinerzh.
Setu perak e savo un tousmac'h e-touez da bobl, ha da holl greñvlec'hioù a vo distrujet, evel m'en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.
Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoù Betaven. Rak ar bobl a raio kañv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c'hreiz.
Ha roet en deus din neuze ar marv ar pezh a zo mat? N’eo ket! Met ar pec’hed eo, evit m’en em ziskouez evel pec’hed en ur reiñ din ar marv dre un dra vat, hag evit ma teu da vezañ gwall bec’her dre ar gourc’hemenn.