Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 10:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Setu perak e savo un tousmac'h e-touez da bobl, ha da holl greñvlec'hioù a vo distrujet, evel m'en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 10:14
21 Iomraidhean Croise  

Me az ped, salv ac'hanon eus dorn va breur, eus dorn Ezaü! Rak aon am eus na zeufe ha na skofe ac'hanon, hag ar vamm gant ar vugale.


O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.


Salmanazar roue Asiria a bignas a-enep dezhañ, hag Ozea a voe e sujed, hag e kase un truaj dezhañ.


Doueoù ar broadoù, hag o deus dieubet pep hini e vro diouzh dorn roue Asiria?


Ne vo kreñvlec'h ebet ken en Efraim, ha rouantelezh ebet en Damask hag e nemorant eus Siria. Bez' e vint evel gloar mibien Israel, eme AOTROU an armeoù.


Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?


Hag e vruzunin anezho an eil war egile, an tadoù hag ar vibien a-unan, eme an AOTROU. N'espernin ket, ne'm bo na truez na trugarez, netra ne harzo ouzhin eus distrujañ anezho.


Keriod a zo kemeret, e greñvlec'hioù a zo tapet, kalon brezelerien Moab a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.


Betel a raio evel-se deoc'h en abeg d'ho fallentez vras. Da c'houloù-deiz e vo kaset da get roue Israel.


Samaria a vo kastizet, rak disent eo bet ouzh he Doue, kouezhañ a raint dre ar c'hleze, o bugaligoù a vo flastret, kof o dougerezed a vo faoutet.


en deiz ma kastizin Israel evit e zisentidigezh. Me a gastizo aoterioù Betel, bruzunet e vo kernioù an aoter hag e kouezhint d'an douar.


Al leon a yud, piv ne sponto ket? An Aotrou AOTROU a gomz, piv ne brofedo ket?


An Aotrou AOTROU an armeoù a stok ouzh an douar, hag e teuz, hag e holl annezidi a zo e kañv. Evel ur stêr e tic'hlann en e bezh hag e koazh, evel stêr an Ejipt.


e lamin kêrioù da vro, hag e tiskarin da holl kreñvlec'hioù,


Hi ivez a zo aet d'an harlu er sklavelezh, he bugale yaouank a zo bet friket en holl gornioù ar straedoù, taolet e voe ar sord war hec'h uhelidi, hag hec'h holl briñsed a voe ereet gant chadennoù.


Da holl greñvlec'hioù a zo evel gwez-fiez gant fiez abred. Pa vezont hejet e kouezhont e genoù an hini a fell dezhañ o debriñ.


Ar bobl-se a ra goap ouzh ar rouaned, ar briñsed a zo abeg he goapaerezh, c'hoarzhin a ra ouzh an holl greñvlec’hioù: berniañ a ra douar, hag e kemer anezho.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan