Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Ozea 10:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Efraim a zo evel un annoar doñvaet en em blij o tornañ ar greun, met ouzh e c'houzoug kaer e tostain, hag e stergnin Efraim, Juda a droio an douar, Jakob a freuzo ar mouded.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Ozea 10:11
13 Iomraidhean Croise  

An hini a dro douar evit hadañ, hag e troio douar dalc'hmat? Hag e vo dalc'hmat o tigeriñ hag o terriñ moudennoù e zouar?


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lakaet em eus ur yev houarn war c'houzoug an holl vroadoù-se, evit ma servijint Nebukadnezar roue Babilon, dre ma servijint anezhañ; ha roet em eus dezhañ zoken loened ar parkeier.


An Ejipt a zo un annoar gwall-gaer, met an distruj a zeu, dont a ra eus an hanternoz.


Dre ma oc'h en em laouenaet, dre ma oc'h bet el levenez o tistrujañ va hêrezh, dre ma hoc'h eus lammet evel un annoar er geot ha c'hwirinet evel kezeg,


O zennet em eus gant kerdin denel, gant ereoù a garantez. Bet on evito evel ar re o dije savet ar yev diwar o javedoù, ha kinniget em eus boued dezho.


O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c'hoñsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc'h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.


Hag an AOTROU a lavaras din: Kae c'hoazh, kar ur vaouez karet gant ur mignon hag avoultrerez, evel ma kar an AOTROU mibien Israel, a dro etrezek doueoù all hag a gar gwestell rezin.


Dre ma'z eo bet Israel disent evel un annoar gouez, bremañ an AOTROU o lakaio da beuriñ evel un oan e lec'hioù frank.


Israel, na laouena ket, na sarta ket evel ar pobloù, gastaouet ec'h eus en ur zilezel da Zoue. Karet ec'h eus ur gopr dic'hlan war an holl leurioù gwinizh.


Sav ha gwask, merc'h Sion! Ober a rin dit ur c'horn houarn hag ivinoù arem, hag e vruzuni pobloù niverus. Evel lakaet da verz e vo o freizh gouestlet d'an AOTROU, hag o finvidigezhioù da Aotrou an holl zouar.


Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c’hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.


Ne erei ket e c'henoù d'an ejen a vac'ho ar greun.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan