Ne vo ket deoc'h da stourm a-enep dezho, kit hag en em zalc'hit eno, ha gwelit ar silvidigezh ez a an AOTROU da reiñ deoc'h. Juda ha Jeruzalem, n'ho pet ket aon ha na spontit ket! Warc'hoazh, kit en arbenn dezho, hag an AOTROU a vo ganeoc'h.
Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, chomit aze ha gwelit ar silvidigezh a vo roet deoc'h hiziv gant an AOTROU , rak an Ejipsianed a welit hiziv, ne welot anezho mui biken.
rak roet em eus dezho ar gerioù ac’h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac’hanout, ha kredet o deus ec’h eus va c’haset.