Niveroù 9:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
6 Bez' e voe tud na c'hellent ket ober ar Pask en deiz-se, o vezañ dic'hlan abalamour d'un den marv. Dont a rejont da gavout Moizez hag Aaron en deiz-se,
Piv bennak a stoko er parkeier ouzh un den lazhet gant ar c'hleze, pe ouzh ar c'horf eus un den, pe ouzh un askorn den, pe ouzh ur bez, a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.
Un den glan a gemero sikadez, a soubo anezhañ en dour hag a raio sparfadur war an deltenn, war an holl draoù ha war an holl dud a vo bet e-barzh, ha war an hini en devo stoket ouzh eskern pe ouzh un den lazhet pe ouzh unan marv pe ouzh ur bez.
Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d’ar pretordi. Ar mintin e oa, n’ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d’en em saotrañ, evit ma c’helljent debriñ ar Pask.