D'ar pevarzekvet deiz eus ar miz-se, etre an daou abardaez, e lidot anezhañ d'an amzer dereat; e lidañ a reot hervez e holl reolennoù hag e holl lezennoù.
Hag e rejont ar Pask er miz kentañ, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, etre an daou abardaez, e gouelec'h Sinai. Mibien Israel a reas hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.