12 ne lezint mann dioutañ betek ar beure ha ne dorrint askorn ebet dezhañ; e lidañ a raint hervez holl reolennoù ar Pask.
Ne lezot mann ebet dioutañ betek ar beure, hag ar pezh a vano dioutañ a-benn ar beure a zevot en tan.
An AOTROU a lavaras da Voizez ha da Aaron: Setu urzhiadur ar Pask: Diavaeziad ebet ne zebro dioutañ.
Debret e vo en un ti hepken, ne gasot ket kig er-maez eus an ti ha ne vo torret askorn ebet dezhañ.
En noz-se, e tebrint ar c'hig anezhañ rostet en tan; e zebriñ a raint gant bara hep goell ha gant louzoù c'hwerv.
Koabrenn an AOTROU a oa war an tabernakl e-pad an deiz, hag an tan a oa e-pad an noz, dirak holl di Israel a-hed o c'herzhadegoù.
D'ar pevarzekvet deiz eus ar miz-se, etre an daou abardaez, e lidot anezhañ d'an amzer dereat; e lidañ a reot hervez e holl reolennoù hag e holl lezennoù.
Kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc’hraet: E eskern ne vint ket torret.