Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Niveroù 9:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Komz da vibien Israel ha lavar: Mard eo unan bennak ac'hanoc'h pe eus ho lignez dic'hlan abalamour d'un den marv, pe en beaj pell, e raio ar Pask d'an AOTROU;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Niveroù 9:10
15 Iomraidhean Croise  

Hag en em zastumas ur bobl niverus e Jeruzalem evit lidañ ar bara hep goell d'an eilvet miz, hag ur vodadeg vras-meurbet e oa.


Ul lodenn vras eus ar bobl, kalz eus Efraim, Manase, Isakar ha Zabulon ne oant ket glanaet, hag e tebrjont ar Pask, hep ober evel ma'z eo skrivet. Met Ezekiaz a bedas evito o lavarout: An AOTROU hag a zo mat, ra bardono da bep hini


Ar roue hag e bennoù hag an holl vodadenn o doa divizet e kuzul e Jeruzalem ober ar Pask d'an eilvet miz,


d'an eil miz, d'ar pevarzekvet deiz, etre an daou abardaez, e tebrint anezhañ gant bara hep goell ha louzoù c'hwerv,


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


lez eno da brof dirak an aoter ha kae da gentañ d’en em unvaniñ gant da vreur. Ha goude-se, deus ha kinnig da brof.


Pask ar Yuzevien a oa tost ha kalz a dud eus ar vro a bignas da Jeruzalem a-raok ar Pask evit en em c’hlanaat.


Ra en em amprouo pep hini eta e-unan, hag evel-se ra zebro eus ar bara-mañ ha ra evo eus an hanaf-mañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan